Gwele Kavell

Ur c'havell (liester : kevell) a zo ur gwele bihan ma vez lakaet da gousket ar babigoù hag ar vugale vihan, dindan 2 pe 3.

Fardet e vez e meur a stumm ha meur a danvez (koad, kerdin, metal), met ur perzh a zo dezhañ : emañ tro-war-dro d'al lec'h ma vez lakaet ar bugel en e c'hourvez warnañ un diardro a-blom ken ne c'hell ket ar c'hrouadur na kouezhañ dre zegouezh na diloc'hañ hervez e youl.
Alies e vez fardet an arrebeuri-mañ ken e c'heller luskellaat anezhañ ha lakaat buanoc'h ar bugel da c'housket. Luskellennoù (-babigoù) a vez graet eus ar gevell a-istribilh da vezañ roet ul lusk dezho.

Gwele Kavell
Kavell, gant Berthe Morisot, 1873, Mirdi Orsay.
Gwele Kavell
Kavell da luskellat
Gwele Kavell
Kavell en ur gambr
Gwele Kavell
Kavell rouanez Bro-Saoz

Pa veze gweleoù-kloz e Breizh gwechall e veze lakaet ar babigoù e c'hevell-stign a-istribilh. Tud all o doa kevell e koad a lakae anezho war ar c'houfr a veze a-wechoù a-raok ar gwele-kloz ha lodenn anezhañ peurvuiañ. Ar bank-tossell a veze graet eus ar bank ha koufr-se.

Gerdarzh

Kav+ell. Kav a vez graet eus un dra a zo dezhañ un donder. Al lostger -ell a zo ouzhpennet d'ar perzh pennañ a zo d'un draezenn. Sell ouzh brañsigell, gwarell, kammell, stlakell...

Sterioù all

Dre skeudennadur

Pa'z eo er c'havell e krog spered an Den da zihuniñ e vez graet kavell eus ul lec'h m'eo diwanet ur meiz pe un teknik. Kavell an demokratelezh eo bet Bro-C'hres, da skouer.

Pennad kar

Tags:

Gwele Kavell GerdarzhGwele Kavell Sterioù allGwele Kavell Pennad karGwele KavellArrebeuriBabigBugelGweleKoadKordennLiesterMetal

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Leonor FoixThe SimpsonsReizh292Gressoney-Saint-JeanCreative CommonsAgostino CarracciUTC6 GenverArzoù ar gweledMargaret ThatcherVIIIvet kantvedKensonenn kevig dre fic'hal divouezhJohann Sebastian BachJoséphine de BeauharnaisKreiz EgiptKataloniaPrederNico RosbergUrLizherenneg fonetik etrebroadelDourMaria ChuchenaTadoù diazezerien Stadoù-Unanet AmerikaAnuraKorčulaFaraonGwaregataLoskaberzhRimascoKimi RäikkönenC'hoari ar misionerDollar ar Stadoù UnanetStyx (loarenn)JedoniezhAbusejoEnez FedrunHenamzerDúnedainDante AlighieriUnaniezh EuropaImpalaeriezh trevadennel PortugalOpenAICharlez III (Rouantelezh-Unanet)Studioù klaselBrezel diabarzh SpagnWilliam IIIWikimammennThomas HardyLoeiz IV, roue ar FrankedDañvadStepan BanderaSanta Fe (New Mexico)San GimignanoStrollad al Labour (R.U.)HidrogenVichnouRaoul SalanGeorge WashingtonPink FloydProtestantiezhEnez LouetCharles MansonEmgann AusterlitzSant-NazerImpalaeriezh otoman🡆 More