Kahramanmaraş

Kahramanmaraş (Maraş betek 1973) zo ur gêr e kreiz Turkia, kêrbenn proviñs Kahramanmaraş.

Kêrioù Turkia Kahramanmaraş
Kahramanmaraş
Kahramanmaraş
Proviñs Kahramanmaraş
Rannvro Kreizdouarel
Kod post 46XXX
Maer Mustafa Poyraz (2002, 2004, 2009)
Vali (prefed) Mehmet Niyazi Tanılır (2007)
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 37°35' Norzh
Led 36°55' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs
()
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr Kahramanmaraş

War-dro 400.000 annezad zo enni.

Goude brezel dizalc'hiezh Turkia (1919-1922) e voe roet medalenn an dizalc'hiezh d'ar gêr en abeg d'he stourm ouzh armeoù an alouberien. E 1973 e voe ouzhpennet en-ofisiel an titl Kahraman (Haroz) ouzh anv ar gêr.

Istor

Ar menegoù koshañ eus ar gêr a vez kavet e testennoù asirian eus an IXvet kantved kent JK.

Tremen a reas Kahramanmaraş dindan beli meur a impalaeriezh pe rouantelezh a-hed hec'h istor :

  • Beli an Hitited, 2000-1200 kent JK, gant an anv Maraj pe Markasi
  • Beli an Asirianed, 720-612 kent JK
  • Beli ar Veded, 612-550 kent JK
  • Beli ar Bersed, 550-330 kent JK
  • Beli Makedonia, 330-64 kent JK
  • Beli ar Romaned, 64 kent JK-395 goude JK
  • Beli impalaeriezh Bizantion

War-dro 638 e voe aloubet Maraş gant ar Vuzulmiz evit ar wech kentañ. E 1086 e voe gounezet kêr gant ar Seldjouked ha staget ouzh o impalaeriezh krouet un nebeud bloavezhioù a-raok. Aloubet gant ar groazidi kerkent ha 1097 en em gavas Maraş gant mistri o cheñch dizehan er bloavezhioù goude.

Distrujet e voe gant ur c'hren-douar e 1114 (40.000 marv).

E 1337 e teuas da vezañ kêrbenn ur beylik krouet gant ar sultan memlouk Nasır Nasıreddin Muhammed Bin Kalavun a-benn gwareziñ harzoù hanternoz e sultanelezh.

Aloubet e voe e 1515 gant an Otomaned ha staget ouzh o impalaeriezh e 1522.

Goude ar brezel-bed kentañ ha disrann an impalaeriezh otoman e voe Maraş el lodenn gouarnet gant Bro-Saoz da gentañ (adalek miz C'hwevrer 1919) ha Bro-C'hall da c'houde (adalek miz Here 1919). Ma ne voe kudenn ispisial ebet dindan gouarn berrbad ar Saozon ne voe ket memes tra dindan hini ar C'hallaoued rak ar re-se a harpas o galloud war an Armenianed diwar goust an Durked. Dieubet e voe Maraş diouzh an arme gall goude emgannoù drastus a badas eus an 21 a viz Genver 1920 betek an 11 a viz C'hwevrer 1920.

Douaroniezh

Mammenn

Lec'hienn Kahramanmaraş (e turkeg)

Tags:

Kahramanmaraş (proviñs)Turkia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

AziaDen (Douar-ar-C'hreiz)Henriette Bro-SaozAlaskaTaol-stadLizherenneg fonetik etrebroadelThomas MoreDugelezh BreizhElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Darempred revDilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 2020KaliforniaAtomBanniel IwerzhonLez-veur SUAAnne Breizh-VeurMuzelloù bihanPenélope CruzParlant AnjevMandragonPakistanKimeraBrigitte MacronLogodenn (stlenneg)Aostria-Hungaria5 Genver1394Creative CommonsBilboDispac'h SevenadurelStadoù-Unanet AmerikaArzoù an arvestLoarFree Software FoundationKoad PrincéPrederTCP/IPEnez an TrocaderoAJ Auxerre4 MezhevenCharlez III (Rouantelezh-Unanet)GwreskanvUnaniezh EuropaCharlez II (Bro-Saoz)MonkontourMor ArafuraBrest (disheñvelout)Kozh Kastell (enez)AlbanegLoeiz IV, roue ar Franked22 a viz MeurzhChapel Santez Anna ar PaludFrankizouriezhImpalaeriezh trevadennel PortugalRostrenennKimi RäikkönenHidrogen11 GenverGoogle ChromeStrollad BreizhMoger HadrianNerzhioù armet ar Stadoù-UnanetArc'himedesBrezhoneg🡆 More