Ar C'habbala, Kabala pe Kabalah ((he) קַבָּלָה, ger-ha-ger degemer, hengoun pe klotañ), zo un hengoun ezoterek hag ur skol-preder e kevrinegezh yuzev], kinniget evel « Lezenn dre gomz ha kuzh » roet gant YHWH (Doue) da Voizez war ar Menez Sinai, war un dro gant al « Lezenn skrivet publik » (an Torah).
Ar C'habbala zo un aridennad kelennoù ezoterek a glask displegañ darempred Doue, an Ein Sof (אֵין סוֹף, "An hini difin") digemm, peurbad ha kevrenus, ouzh an hollved marvus a zo ur fin dezhañ hag a zo krouidigezh Doue.
Hervez Georges Lahy eo ar C'habbala « ment diabarzh an Torah, a glot gant ar sod (an anaoudegezh kuzh) eus pevar live diabarzh an Torah (anavet evel pardès) ».
Dizemglev zo etre an istorourien diwar-benn orin ar C'habbala. Kregiñ a rafe gant Adam, a vez lakaet levr an ael Raziel war e gont. Ar Sefer Yetsira goude, lakaet war gont Abraham, hervez Gaon Vilna.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kabbala, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.