Iwan Llwyd Wmffre (ganet e 1964) zo ur yezhour keltiegour breizhat-kembreat.
Bet eo bet o kelenn iwerzhoneg e skol-veur Ulad, e Derry, kembraeg ha heniwerzhoneg e Skol-Veur Gatolik Lublin, Polonia ha brezhoneg e skol-veur Gaillimh. P'eo mab da Humphrey Lloyd Humphreys, ur yezhour kembreat, ha d'ur Vreizhadez, e oar-eñ peder yezh desket a-vihanik : brezhoneg, kembraeg, saozneg ha galleg. Labouret en deus war ar yezhoù predenek dreist-holl.
Savet en deus gant Loïc Cheveau ur raktres evit dastum distagadur resis al lec'hanvioù brezhonek e Breizh-Izel, Hanoiou-lec'hiou Breiz Izel e anv (HLBI).
Gwelloc'h e kavont ober gant reizhskrivadurioù KLT kozh ha an hini hengounel e Bro-Gwened eget ar re savet da c'houde, hini ar peurunvan dreist-holl. Displegañ a ra an dra-se amañ.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Iwan Wmffre, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.