Isabella Bro-Saoz

Isabella Bro-Saoz (1214 – 1241), anvet ivez Elizabeth, a oa ur briñsez saoz, merc'h da Yann Dizouar, roue Bro-Saoz, ha d'e bried Isabelle d' Angoulême.

Isabella Bro-Saoz
Isabella Bro-Saoz ha Friedrich II
Isabella Bro-Saoz

He buhez

Pevare bugel hag eil merc'h Yann Dizouar e oa. Daou vloaz e oa pa varvas he zad e 1216. He breur Herri III a voe anvet da roue neuze.

Ar pab Gregor X an hini a alias an Impalaer santel Friedrich II Hohenstaufen, en un emgav e Rieti, da zimeziñ da Isabella, choar ar roue saoz.

Da gentañ ne soñje Friedrich nemet mirout e harperien c'hall. Pa gomprenas e c'hallje lemel skoazell a Vro-Saoz d'e enebourien en Alamagn gant un dimeziñ saoz, e savas a-du gant ar pab.

Dimezet e voe Isabella goant, ur bloaz warn-ugent dezhi, da Friedrich II Hohenstaufen 'Stupor Mundi', Impalaer santel intañvet div wech, ha daou-ugent vloaz dezhañ.

Lidet e voe an dimeziñ e Londrez e miz C'hwevrer 1235. En iliz-veur Worms avat e voe an eured.

Dre he dimeziñ e oa Impalaerez santel, Rouanez Alamagn ha Rouanez Sikilia.

He bugale

N'eo ket gwall sklaer ar skridoù kozh diwar-benn pet bugel he doe, nag o anvioù, nag an deiziadoù. Un dra zo sur avat : pevar bugel he doe da vihanañ: *ur mab a varvas prestik goude bout ganet, e 1236 pe 1241,

  • ur verc'h a varvas, evel he breur, prestik goude bout ganet, e 1237,
  • Margaret,
  • ha Heinrich.


Pennadoù kar

Tags:

1241ElizabethYann Dizouar

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Pierre-Joseph ProudhonSigeberht WessexKevezadeg bed ar Formulenn 1 20208 MezhevenDek Gourc'hemennFrancisco de GoyaSomaliland1944SaratovBrezel diabarzh SinaKontelezh EssexItaliaWorld Wide WebHoratio NelsonSiriegLadinoegIndoneziaNikotinTiTom1989Enez VreizhGwarezva Arabia ar SuSpongeBob SquarePantsC'hwevrerRacing Club Asociación Civil1676Impalaeriezh SvedenKerbêrZombie StrippersSimon HarrisXVIIvet kantvedZeca AfonsoKelornKravatenn noterReizhiad korvoiñMoukPerroz-GiregToullañ beg ar vronnGalizegDronSaskatchewanPantaleoneKenvasturberezhPin-upYezhoù romanekFernandeC++Kergrist-MoeloùMarcosEuropaVoorpostChatal1977AziaSkritur taiekHong KongKerne1509Paul AvrilFoar Vre1833KazakstanRouantelezh Bro-SaozGoogle ChromeRené BarjavelAljebrISBNPellgehenterezhioùBeorhtric WessexAostralia🡆 More