Ur vro istorel eus Norzh-Europa eo Ingria (Finneg Inkeri pe Inkerinmaa, Rusianeg Ижора pe Ингерманландия pe Ингрия, Svedeg Ingermanland, Estoneg Ingeri pe Ingerimaa).
Lec'hiet eo e Rusia dreist-holl hiziv. Enderc'hel a ra ur rannvro en em astenn a-hed ar stêr Neva etre Pleg-mor Finland, ar Stêr Narva ha Lenn Peipsi war-du ar c'hornôg, ha Lenn Ladoga hag ur gompezenn c'heuniek war-du ar su. An harzoù hengounel gant Karelia Finnek a heulie ar stêr Setra war-du ar gwalarn e Strizh-Douar Karelia. Gant pobloù finnek e oa bet poblet Ingria da gentañ - Izhoriz, Voted ha diwezhatoc'h Finniz Ingria hag Estoniz - met peurrusianekaet e oa bet er bloavezhioù 1930.
Reizhkredennek eo pobloù orin ar vro - ar voted hag an izhoriz - met goude an aloudabeg svedek e teuas Finniz Ingria, luterianed anezho, da vezañ ar re niverusañ. Ingria n'eo ket bet ur stad biskoazh, nemet e 1920 pa voe savet republik Ingria an Norzh hag hec'h annezidi ne furment ket ur vroad daoust ma oa anavezet o broadelezh gant an Unvaniezh Soviedel. Aet eo hogozik da get pobloù-orin ar vro asambles gant o yezhoù na vezont mui komzet nemet gant un nebeud tud kozh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Ingria, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.