Erwan: Anv paotr

Erwan zo un anv-badez brezhonek.

Dont a rafe eus Eudon, un anv kozh, ha kar eo d'an anv-badez gallek Yves, hervez Frañsez Falc'hun da skouer. Penn meur Erwan Helouri, deuet da vezañ sant Erwan ha sant paeron Breizh er XIVvet kantved, Ivo e anv-badez e latin hag Yves e galleg, en deus lakaet an daou anv da dostaat an eil ouzh egile bepred.

Kalz stummoù brezhonek all anezhañ a zo. Roet e vez kalz d'ar baotred abaoe eil lodenn an XXvet kantved e Breizh hag er broioù gallek dreist-holl.

Lidet e vez d'an 19 a viz Mae. Un deiz gouel eo e Breizh pe e-touez Bretoned Pariz abaoe deroù an XXvet kantved. Gwelet e vez an deiziad-se gant lod evel Gouel broadel Breizh, diwar skouer Gouel Sant Padrig en Iwerzhon, Gouel Dewi e Bro-Gembre pe c'hoazh Deiz Sant Jordi e Katalonia. Diwar Gouel Sant Erwan eo bet savet Gouel Breizh gant rannvro Breizh, aozet ganti bep miz Mae.

Stummoù e-leizh

Setu stummoù all eus an anv Erwan :

  • Érwan, Erwann, Érwann, Erwane, Eroan, Ervoan, Ervan, Earwinn, Herwan, Herwann, Aerwan, Urvoan
  • Even, Ewen, Ewan, Evan, Eon, Eozen, Euzen, Usen, Izoenn
  • Ivon, If, Ivi, Yvi, Von, Bon, Iwan (ur stumm kembraek eo kentoc'h), Ivenn, Nounn
  • Iouenn, Ieun, Ioen, Yeun, Yoen, Youen, Youenn, Youwain, Youn, Cheun hag all

Berranvioù zo ivez : Bonik, Nounik, Vonig, Youennig, Ifig...

Stummoù gwregel

  • Erwana hag Erwanez, diouzh Erwan
  • Youna ha Youena, diouzh Youen
  • berranv : Vonig

E yezhoù all

  • Ivo e latin ha yezhoù all Europa
  • Yves e galleg
  • Ives e saozneg
  • Evo

Tud brudet

Erwan: Stummoù e-leizh, Stummoù gwregel, E yezhoù all  Breizh

Anvioù-badez kevrennek

Erwan: Stummoù e-leizh, Stummoù gwregel, E yezhoù all  Bro-C'hall

  • Erwan Bergot, milour, skrivagner ha kazetenner
  • Erwan Bérot, c'hoarier rugbi XV
  • Erwan Pain, c'hoarier hoke sar skorn
  • Erwann Le Péchoux, iskrimer
  • Erwan Le Morhedec, alvokad ha bloger
  • Erwan Castex, lesanvet Rone, sonaozer elektronek
  • Erwan Dianteill, denoniour ha sokiologour

Erwan: Stummoù e-leizh, Stummoù gwregel, E yezhoù all  Suis

  • Erwan Käser, skier

Sevenadur

  • Erwan et compagnie, film suis (2004), hag e heuliad Erwan et plus si affinités (2012) sevenet gant Marc Décosterd e 2012
  • Sant-Erwan, ur bier
  • Gouel Erwan pe Gouel Breizh, gouel broadel ar vro deuet da vezañ un hollad abadennoù ha festoù bep miz Mae meret gant Rannvro Breizh

Tags:

Erwan Stummoù e-leizhErwan Stummoù gwregelErwan E yezhoù allErwan Tud brudetErwan SevenadurErwanAnv-badez brezhonekBreizhErwan HelouriFrañsez Falc'hunLatinXIVvet kantvedYves

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BrazilKêriadennTiTom1833KenrouedadMarc'hBroBro-SkosHTMLAchille DevériaOfiserien-Veur Dugelezh BreizhSomalilandAndhun SussexIXvet kantvedRoll Faraoned EgiptUTCBrezel diabarzh SinaSkol-veur Aberystwyth846World Wide WebCharlez II (Bro-Saoz)KazanRouantelezh Bro-Saoz1676KourzhAostriaIsabel Sofía PicónWilliam IIIKartadaKesoue2024Brennidenn1996KarantezThe Parting GlassOuzbekistanSkejPaskDegemerSaratovYann Iañ (dug Breizh)BrandenburgWiki CommonsTbilisiGustav II AdolfMoukSoukotTimbroù dre rummadDevnon16541897NovritschTimbroù AdenFrañsez JaffrennouColt AnacondaCatherine LatourChesten MarchantBill Clintondevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedImpalaeriezh SvedenKazakstanAziaAvankColt M1911Bloavezhioù 2020Pin-upApex LegendsEmflourañRacing Club Asociación Civil🡆 More