Doueez Diana

Diana zo anv un doueez roman, merc'h da Yaou ha Latona, ha c'hoar gevell Apollon.

Doueez Diana
Diana e Versailhez, un eiladenn henroman eus un delwenn henc'hresian

Daoust ma oa a orin eus al Latium ez eo bet tostaet ouzh an doueez henc'hresian Artemis, hervez an interpretatio graeca, ar c'hemmesk etre an doueoù ha doueezed henroman, henc'hresian hag estren d'an div bobl. Ganet e oa bet war enez Delos.

An doueez

Doueez ar chase, al loened gouez hag ar c'hoaodù e oa, ha diwezhatoc'h doueez al loar ha skeudenn ar werc'hded ivez.

Ur chaseourez eo Diana, bepred o tougen ur wareg ha saezhoù, o kas ur bagad kon, ha ganti nimfezed gwerc'h an holl anezho evelti. Un doueez kriz eo ha didruez ouzh ar re o deus he zrubarded, pe he lakaet da gonnariñ, tud pe nimfenned. Neuze e tistruj an eostoù, e lazh an tropelloù, e laosk kleñvedoù da redek dre ar vro hag e lazh bugale.

Mojenn Niobe

Pedet e oa bet gant he mamm Latona da gastizañ Niobe, ha mont a reas, a-gevret gant Apollon, da lazhañ gant he saezhoù bugale ar rouanez a fougee en abeg da niver brasoc'h he bugale.

Mojenn Kallisto

Didruez ha gwarizius eo Diana ouzh he servijerien. Treiñ a eure an nimfenn Kallisto en arzhez abalamour m'he devoa kousket gant Yaou, en devoa kemeret tres Diana evit lorbañ ar goantenn.

Mojenn Orion

Un deiz, dre warizi, gant he saezhoù e lazhas ar paourkaezh Orion, a gare koulskoude, dre ma oa bet skrapet gant Eos, ar Gouloù-Deiz. Gant Opis, unan eus mitizhien Diana, e c'hoarvezas heñvel.

Mojenn Endymion

Un deiz avat e tommas ar werc'hez yen he c'halon ouzh kened Endymion, ur mab-bihan da Yaou. Digant e dad-kozh ha mestr an doueed en doa bet ur prof kaer : kousket da viken ha chom yaouank da viken. En ur vougev eus Menez Latmos, e Karia, e veze kousket, ha bemnoz e teue Diana d'e weladenniñ.

Mojenn Akteon ha Diana

Ar vojenn vrudetañ diwar he fenn moarvat eo hini ar chaseour Akteon.

Hennezh a oa o hemolc'hiñ gant e gon pa zegouezhas dirak ar poull ma oa Diana o kouronkañ. Savet droug en doueez, ha hi da skeiñ dour ouzh penn ar paotr. Ha setu-eñ troet e karv kenkent. Hag ar chas ha lammat gantañ hag e zrailhañ.

Arz

Meur a wech ez eo bet taolennet Diana evel chaseourez, gant he gwareg hag he saezhoù.

Maouezed a renk uhel ivez zo bet livet e-giz Diana, hag a-wechoù diwisk a-walc'h. E-touez ar re vrudetañ emañ Diane de Poitiers, serc'h ar roue gall Herri II, hag an Itron Pompadour, div chaseourez rouaned.

Tags:

Doueez Diana An doueezDoueez Diana Mojenn NiobeDoueez Diana Mojenn KallistoDoueez Diana Mojenn OrionDoueez Diana Mojenn EndymionDoueez Diana Mojenn Akteon ha DianaDoueez DianaApollonDoueezLatonaMerc'hYaou (doue)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Pariz1833MalaysiaNaturHenri MatisseSaskatchewan1483SvedenFrañsez Iañ (Bro-C'hall)Gwareg (arm)Amalie Sophie von WallmodenJohannes VermeerKerzuMeurvor HabaskNoricumJohann Nepomuk GeigerAlamagnNovritschRoll Faraoned EgiptDispac'h ar JenoflKroateg1990William IIIVeneziaMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaYann Iañ (dug Breizh)Mac'hagnerezh reizhel benelMarc'hYa d'ar brezhonegRobin HobbDihunRoz-kiStrollad politikelSant-Widel-SkovridBro-C'hallIsraelColucheZeca AfonsoDouaroniezhBeatedevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedMahomedPaskKravatenn noterBeretta M19511635TwitterEil Brezel-bedKerneItalia1944Sophia Charlotte von Platen-HallermundMor-BihanPaul AvrilIsabel Sofía PicónFeskennCascading Style SheetsDegemerRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Deiziadur gregorianKomunouriezhNormandi (rannvro)Sistr1629Chesten MarchantCarl Friedrich Gauss🡆 More