Carter Family a oa un tiegezh hag ul laz kanerien ha sonerien folk stadunanat a embannas pladennoù etre 1927 ha 1956.
E-touez o brudetañ kanaouennoù emañ Wildwood Flower, Will the Circle Be Unbroken, Keep On the Sunny Side, Wabash Cannonball hag Are You Lonesome Tonight ?
Da gentañ penn e oa Alvin Pleasant "A.P." Delaney Carter (1891–1960), hag e bried Sara Dougherty Carter (1898–1979), hag an daou bried a gane bep an amzer e Virginia. Goude-se krogas c'hoar-gaer Alvin, Maybelle Addington Carter (1909–1978) da ganañ ganto. Maybelle a oa dimezet da Ezra (Eck) Carter, breur da Alvin, hag ouzhpenn e oa keniterv da Sara. O-zri e oant bet ganet ha maget e mervent Virginia, ha savet e-kreiz sonerezh ar vro. Alvin a gane un tamm, ar maouezed a gane hag a sone gitar ha autoharp. Un deiz o doa klevet e oa tud o klask lazoù sonerien ha kanerien nevez. Fatigués de jouer localement, les Carters ont entendu dire qu’un producteur, herchait de nouveaux groupes de musique. En 1927 e oa aet an triad da Bristol (Tennessee), da ganañ dirak Ralph Peers, evit ar gompagnunezh Victor Talking Machine. Anavezet eo an devezh-se evel ar Bristol sessions pa grogas brud al lazig. Tud all evel Jimmie Rodgers a grogas gant ar vicher en deiz-se. ken brudet e voe an enrolladurioù e Bristol gant tud Carter Family ma kinnigas Ralph Peer dezho mont da Camden (New Jersey) d'ober an eil abadenn sonenrollañ. C’ést là qu'ils ont enregistré bon nombre de leurs succès.
Pa voe divodet an triad e stagas Maybelle da ganañ gant he merc'hed. Unan anezho, June Carter, a ganas gant Johnny Cash hag a zimezas dezhañ. O merc'h Carlene Carter zo kanerez brudet ivez.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Carter Family, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.