Cantiaci, Cantii, a reer eus ur boblad Belged hag a oa en Enez Vreizh a-raok an aloubadeg roman.
O anv o devoa roet d'ur geoded eus proviñs roman Britannia. Ar vro ma oant o chom, Cantium e latin, a voe anvet Ceint diwezhatoc'h, ha Kent e saozneg.
Amezeien e oant d'ar bobl Catuvellauni, Belged anezho ivez en hanternzoz ha d'ar Regnenses er c'hornôg. Durovernum Cantiacorum, deuet da vout Canterbury, e oa o c'hêr-benn. Hervez an douaroniour Klaudios Ptolemaios edo Londinium (deuet da vout Londrez) e Ceint: ur fazi eo, hervez Rivet & Smith, rak war ribl norzh ar stêr Davoez edo Londinium.
Rivet & Smith, p. 299 :
Talvoudegezh : gwelloc'h eget soñjal en un anv pobl nemetken, e c'heller kinnig kement ha tud eus Kent (aet da angl-ha-saoz : Cantware = Men of Kent), enno meuriadoù gant anvioù disheñvel.
Meneget eo P. Quentel, e Revue Internationale d'Onomastique, XXV, 1973.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Cantiaci, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.