Bragoù-Bihan Brazilian

Ar bragoù-bihan brazilian, a zo ur pezh dilhad-dindan pe un dilhad-kouronkañ a guzh ar gaezourenn.

Kalz tud a vesk string, tanga ha bragoù-bihan brazilian, met traoù un tamm disheñvel int.

Bragoù-Bihan Brazilian
Merc'hed gwisket gant ur bragoù-bihan brazilian.

Ur pezh dilhad-dindan daou damm dezhañ, e danvez, lêr pe lateks, eo ar bragoù-bihan brazilian. An daou damm (gant ur vandenn) a zo dezho ur stumm tric’hornek, ar pezh a ziskouez ez eo disheñvel diouzh ar string ha diouzh an tanga. Betek an hanter eus ar feskennoù a c'haller goleiñ gant ur bragoù-bihan brazilian.

Meur a seurt bragoù-bihan brazilian a zo: pa vez ledan ar vandenn ha pa ziskenn izel a-walc’h war ar feskennoù e vez anvet shorty.

Pa wisker ur bragoù-bihan brazilian e ranker alies disvleviñ ar gaol, pe ar gaezourenn. Blev ar gaezourenn a zeu neuze da vezañ ur vandenn vihan, pe un tric’horn bihan-tre, ur seurt kribenn a vez graet “trim” anezhi e saozneg .

Bragoù-bihan-kouronkañ brazilian

Damheñvel eo ar bragoù-bihan-kouronkañ brazilian ouzh ur bikini, met un tamm mat bihanoc’h eo : bihanoc'h evit ur bragoù-bihan ha brasoc'h evit ur string). Stank e vez kavet e Suamerika. Heñvel e vez an tu dirak ouzh an tu a-dreñv, ha stummet eo evel un tanga: n'eo ket bras al lodenn eus ar feskennoù a zeuer a-benn da c'holeiñ gantañ, met n'eo ket evit se eo graet.

Tags:

Dilhad-dindanDilhad-kouronkañStringTanga

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Republik Iwerzhon1991NMeurzh (deiz)TurkmenistanPierre-Joseph ProudhonKroateg1676Bro Gwiniegi NaonedKarantezJohannes VermeerGwarezva Arabia ar SuKerveskontPerroz-GiregAmber Heard2020TwitterFelix BaumgartnerKravatenn noterGwrezverkStadoù-Unanet AmerikaArabia SaoudatNaoned1977Sigeberht WessexBukkakeCascading Style SheetsMediaC'hoari ar misionerBrexitAtarrabiaReter SussexC++Kevredigezh Vroadel BreizhItaliaOne Man Went To MowPedro SánchezThe Jungle Book (film, 1967)1653LadinoegVincent van GoghBreizhFernandeMilanoIsraelDouar ha FrankizBloazKêriadennKonk-LeonBro-C'hallDiwan1866Holloueziadur1654Robert SchumanRannvro BreizhChatGPTWorld Wide Web ConsortiumWiki1833Sophia Charlotte von Platen-HallermundSonerezh elektronekJapanTiTomPrusia🡆 More