Andy Schleck

Andy Schleck a zo ur marc'hhouarner luksembourgat ganet d'an 10 a viz Mezheven 1985 e kêr Luksembourg.

Gant e vreur Fränk eo reder a-vicher evit Saxo Bank, ur skipailh hag a oa anvet CSC betek 2007. Mab Johnny Schleck eo, skipailher Janssen ha Ocaña e-pad ar bloavezhioù 1970. E daol-kaer kentañ a reas e 2007 war hentoù Tro Italia en ur gemer an eil plas e Milano. Dizoleiñ a reas Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 2008 e skipailh Carlos Sastre, ar Spagnol a voe ar roched melen gantañ e Pariz. Schleck a echuas ar redadeg en daouzekvet renk gant ar roched wenn war e zivskoaz. E miz Eost e oa ar vreudeur Schleck e Beijing evit ar C'hoarioù Olimpek hañv 2008: Andy a voe renket da bempvet. Ur bloaz war-lerc'h e wiskas c'hoazh Andy Schleck ar roched gwenn met ar wech-mañ war ar podiom, en eil renk a-dreñv Alberto Contador. E 2009 ivez e teuas ar maout gantañ e Liège-Bastogne-Liège, goude un achapadenn ugent kilometrad hed. Kampion broadel, Andy Schleck a oa ivez en eil plas war Flèche Wallonne. Dilennet eo bet Andy Schleck sportour ar bloaz e Luksembourg e 2009.

Andy Schleck
Andy Schleck, Tro Kalifornia 2009
Andy Schleck
Andy Schleck e Sars-et-Rosières, Tro Bro-C'hall 2010

Andy Schleck

Andy Schleck a zo ur marc'hhouarner luksembourgat ganet d'an 10 a viz Mezheven 1985 e kêr Luksembourg.

  • 2005-2008. CSC
  • 2009-2010. Saxo Bank
  • 2011. Leopard Trek

Tags:

Alberto ContadorC'hoarioù Olimpek hañv 2008Liège-Bastogne-LiègeLuksembourg (bro)MilanoTro Bro-C'hall war varc'h-houarn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Henriette Bro-SaozIsraelIstorOfiserien-Veur Dugelezh BreizhHans SchollLeedsLoskaberzhElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Michelle ObamaBloavezh bizeostAbusejoBlev-gaolSevillaMerdeerDeventerUrzh an heureuchinKazhMermin MawrLockheed Martin F-35 Lightning IILl (lizherenn)Kib vell-droad ar bed 2002Republik Demokratel AlamagnBeg ar vronnStyx (loarenn)Dispac'h SevenadurelSzczecinLodiCesenaticoUjan IVKaddichWordPress.comArdoileánLestr Theseüs1394GineaFaraonKendalc'h ViennaHolloueziadurTaol-stadBarad-dûrJoséphine de BeauharnaisCollegnoCreative CommonsMor ArafuraFanny HillKanoù HomerosAlaska4 MezhevenStrollad al Labour (R.U.)TudelaEnez KreizCharles de GaulleWilhelm HabsburgColchesterWikimediaTizianBloavezhioù 1590ViraProsesionJ.R.R. TolkienFaskouriezhWikimammennLogodenn (stlenneg)GwreskanvHéctor ScaroneWikeriadurEnez Ozhac'hFontecchioRadio Free EuropeBrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet🡆 More