Ana Sohier: Politikourez vreizhat

Ana Sohier, ganet d'ar 16 Mae 1982, eus Botoha, e kumun Sant-Nikolaz-ar-Pelem, a zo ezelez eus Unvaniezh Demokratel Breizh ha bet kuzulierez-kêr e Roazhon eus 2008 da 2020.

Ana Sohier
Ana Sohier: An dilennadez, Ar stourmerez, An istorourez
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanAna Kemmañ
Anv-familhSohier Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Mae 1982 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSant-Nikolaz-ar-Pelem Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargkuzulier-kêr Roazhon, kuzulier rannvro Breizh Kemmañ
Strollad politikelUnvaniezh Demokratel Breizh Kemmañ

An dilennadez

E 2008 e voe dilennet e kuzul-kêr Roazhon, war listenn an tu kleiz, Daniel Delaveau en he fenn. Anvet e voe dileuriadez evit ar Glad sevenadurel dizanvezel, an hini gentañ gant an titl-se er c’hwec’hkogn.

E 2014 e voe addilennet war listenn an tu-kleiz, Nathalie Appéré en he fenn ar wech-se. Dont a reas da vezañ kuzulierez Roazhon Meurgêr war andro. Roet e voe da garg dezhi ar politikerezh yezh hag ar glad.

Ar stourmerez

Ezelez eo eus Burev politikel Unvaniezh Demokratel Breizh. E 2014 e oa sekretourez ar Burev politikel, hag e 2015 e sammas karg an dilennadegoù. Labourat a reas neuze da brientiñ an dilennadegoù-rannvro, o skoulmañ un emglev etre he strollad hag hini Kristian Troadeg. E 2021 e labouras adarre da brientiñ an dilennadegoù-rannvro o skoulmañ un emglev gant Europa-Ekologiezh Ar Re C'hlas Breizh hag Asambles war hon tiriadoù, da sevel ul listenn anvet Dazont Breizh.

Dilennet e voe e Kuzul-rannvro Breizh e 2021, en tu-enep. Ezelez eo eus ar strollad-dilennidi Breizh a-gleiz - emrenerezh, ekologiezh, broioù.

An istorourez

Savet he deus ul levr istor e galleg gant he zad Michel Sohier, diazezer Mirdi ar Skolioù war ar Maez e Botoha, e 1994.

Levrlennadur

  • Ana Sohier, Michel Sohier, Tu seras soldat, L'enfant et la guerre à l'école primaire, 1871-1918, Musée rural de l'éducation dans les Côtes d'Armor, Botoha, Sant-Nikolaz-ar-Pelem, 2008.

Tags:

Ana Sohier An dilennadezAna Sohier Ar stourmerezAna Sohier An istorourezAna Sohier LevrlennadurAna Sohier16 Mae19822008BotoaRoazhonSant-Nikolaz-ar-PelemUnvaniezh Demokratel Breizh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MarselhaDouar ha FrankizBrennidennBrezhonegDouaroniezhOfiserien-Veur Dugelezh BreizhBrazilGoogle ChromeBrexitHohenzollern (1901-1914)M109 howitzerUsenetArabia SaoudatPieter de HoochDispac'h ar JenoflEvnPiemontegMetig Jakez-VargasEuropa (kevandir)Riley EvansNormandi (rannvro)Gwareg (arm)Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Frazenn gevrennek liesrannLezverc'hi2ta8Sledda EssexAndhun Sussex1661Oblast MoskovDevnonFilippo de' MediciPatrick Le BescoDilhad-dindanSav-bronnoùSvedenKarantezTimbroù dre rummadDamh the BardEdwardUnaniezh EuropaEl NiñoRobert SchumanuslimestraBro-C'hallLBreizh-UhelProviñs PordenoneAvankNoricumRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Francisco de GoyaKerveskontAnne Breizh-VeurIsraelAtarrabiaPatagonia Arc'hantinaLimbourg (Belgia)Elzas-LorenJorjiaGewehr 98SaskatchewanRouantelezh Bro-SaozKerfodMontanaSonerezh elektronekRouantelezh-UnanetDanmark🡆 More