Lanv Du An Amoco Cadiz

An eoullestr supertanker Amoco Cadiz a yeas d'ar strad d'ar 16 a viz Meurzh 1978 a-dal da Borsal (lodenn gumun Gwitalmeze) ; 220 000 tonenn eoul-maen e oa o treuzkas, ar pezh a yeas d'ober ul lanv du eus ar gwashañ hag ar pempvet en Istor ar bed a-bezh.

Daoust ma oa lec'hiet ar peñse e Bro-Leon e tizhas al lanv 320 km a aodoù ha 76 kumun, e Bro-Leon hag e Bro-Dreger.

Lanv Du An Amoco Cadiz
An Amoco Cadiz o vont d'ar strad

Brudet eo an Amoco Cadiz evit bezañ bet ar gwashañ gwalldaol ekologel e Breizh. Brudet eo ivez peogwir e voe al lanv du-se penn-kentañ ur stourm hir-hir etre ar Vretoned hag an embregerezh Amoco dirak lezioù-barn ar Stadoù-Unanet. Harozed ar stourm-se e voe Alphonse Arzel, maer Gwitalmeze, ha Jean-Baptiste Henry, eus Priel. D'ar 24 a viz Genver 1992, war-lerc'h 15 vloaz stourm eta, e voe kondaonet Amoco da baeañ 225 million a lurioù gall d'ar sindikad kemmesk a vode strollegezhioù publik Breizh (rannvro, departamantoù, kumunioù).

Levrlennadur

  • Arzel (Alphonse), Le procès de l'Amoco Cadiz, Roazhon, Embannadurioù Ouest-France, 2004.
  • Rochard (Yvon), L'affaire Amoco, Telgrug, ArMen, 2005.

Liammoù diavaez

Gwelet ivez


Lanvioù du e Breizh
Torrey Canyon | Olympic Bravery | Böhlen | Columbus Noumea | Amoco Cadiz |Sea Valiant | Gino | Tanio | Brea | Amazzone | Erika | Ievoli Sun
Lanv Du An Amoco Cadiz  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.

Tags:

16 a viz Meurzh1978Amoco CadizBro-DregerBro-LeonEoul-maenGwitalmezeKumun c'hallPorsalTonenn (mas)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Lizherenneg kirillekUnaniezh Europa1974NKravatenn noter2024 e BreizhFront de libération de la BretagneListenn glok kodoù ISO 639-1ManagementSuafrikaMoskovYezhoù alemanekVillanova MarchesanaDolly PartonKezLec'hienn9 MeurzhGoulReinhard HeydrichEukariotEgiptBlogLanneanoùEnergiezhÉvelyne Brisou-PellenKronikennoù Plac'h nevez BreizhTimbroù madoberusGhettoMec'hikoBengaluruRoskoMao ZedongLouis CapartProgramm ArtemisIstorAostriaSwahilegKali YugaLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegRosário do SulAostraliaIranYezhoù keltiekZodiakLennegezh vrezhonek kolletKroatia202324 MezhevenCaradoc FreichfrasHolloueziadurEur hañvRusiaBreizhKod etrebroadel ar sinalioùISO 4217BasketballKanariezTurkiaBangladeshSant-VranKan broadelLot, roue Lothian🡆 More