Wilhelmshaven

Wilhelmshaven zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Saks-Izel en Alamagn.

E 2010 e oa annezet gant 81 000 a dud.

Wilhelmshaven
Binnenhafen, unan eus porzhioù Wilhelmshaven
Wilhelmshaven
Kartenn a ziskouez pelec'h emañ Wilelmshaven

Gwechall e oa ar c'hornad-se e Stad Oldenburg. Etre 1853 ha 1937 e oa e Prusia (Rouantelezh Prusia ha Stad dieub Prusia goude). E-kreiz an XIXvet kantved e felle da vorlu Prusia sevel ur porzh brezel war aod Mor an Hanternoz : prenañ a reas douaroù, digant Oldenburg, war ribl ar bae anvet Jadebusen, e 1853, hag e 1869 e voe echuet al labourioù da sevel ar porzh nevez. Anvet e voe diwar ar roue prusian Gwilherm I.

Er chanterioù sevel-listri e voe graet e-leizh a listri brezel. E-pad an Eil Brezel-bed e oa Wilhelmshaven unan eus porzhioù al listri-spluj alaman. E dibenn ar brezel e oa bet distrujet 60% eus kêr.

Hiziv ez eo Wilhelmshaven unan eus porzhioù pouezus Alamagn, rak lec'hiet-mat eo, war ribl ur bae don an dour ennañ hag a c'hall reiñ bod da listri bras. Ur porzh brezel eo c'hoazh, hag ur porzh kenwerzh ivez, dreist-holl evit enporzhiañ tireoul ha gaz.





Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

AlamagnKêr-arondisamant (Alamagn)Saks-Izel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

S (lizherenn)Brown BessBruchedPaul Avril29 GouereTadjikistanKaouenniegDegemerDigital rights management5 EostJekoMoskovGeorgiaAnatol ar BrazXXvet kantvedLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietAaron Phypers31 GouereSingapourGabonDandadanParizFernão de MagalhãesGeorge Walker BushBro-SkosOugandaƐMell-droad1997HTMLPhilippe PascalGwarezva Arabia ar SuDispac'h ar JenoflJakez RiouLun (deiz)Jakez II (Bro-Saoz)AlamagnUslimestraKrasnogorsk (Oblast Moskov)Jean LégerPloubêr2000KamlezPastor (kristen)2019Hetair1785KroatiaJuan Antonio VillacañasIndoneziaProduadur diabarzh grosMizRepublik4 GouereMerdeerKensonenn dent dre dostaatWikiarroudKarnoedMilizag-GwiproñvelToullañ goloenn an elligRouantelezh Bro-C'hallKant DevezhTCP/IPOmar SyKazh-mor (bronneg)Brezel dieubidigezh ar Stadoù UnanetMonokiniRubén González (pianoour)🡆 More