Volodymyr II Vsevolodovytch Monomac'h (ukraineg : Володи́мир II Все́володович Монома́х Volodýmyr II Vsévolodovych Monomákh ; 26 a viz Mae 1053 – 19 a viz Mae 1125) a voe priñs Smolensk (1073-1078), priñs Tchernigov (1078-1094), priñs Pereyaslavl (1094-1113 ha priñs Kyiv adalek 1113 betek e dremenvan e 1125.
Volodymyr II Monomac'h | |
---|---|
Володимир Мономах | |
Siell Volodymyr II Monomac'h | |
Priñs Kyiv | |
Ren | 1113-1125 |
En e raok | Svyatopolk II Kyiv |
War e lerc'h | Mstislav Iañ Kyiv |
Priñs Pereyaslavl | |
Ren | 1094-1113 |
Priñs Tchernigov | |
Ren | 1078-1094 |
Priñs Smolensk | |
Ren | 1073-1078 |
Ganedigezh | 26 a viz Mae 1053 |
Marv | 19 a viz Mae 1125 |
Remziad | Мономаховичі [ Monomac'hovitched ] |
Tad | Vsevolod Iañ Kyiv |
Mamm | Anastasia Bizantion |
Priedoù | Gytha Wessex • Eufemia Bizantion • Un trede preid |
Bugale | Mstislav Iañ Kyiv • Izyaslav Volodymyrovitch • Svyatoslav Volodymyrovitch • Yaropolk II Kyiv • Vyatcheslav Iañ Kyiv • Marytsa Volodymyrivna • Roman Volhynia • Agafiya • Youriy "Dolgoroukyy" • Andriy Volhynia |
Lakaet e vez da sant dindan an anv kristen Vasily ("Real") en Iliz ortodoks, ma vez lidet bep 6 a viz Mae,
E 1043, Yaroslav Iañ Kyiv (~978 – 1054) a voulc'has ur brezel etre Rous Kyiv hag Impalaeriezh Bizantion. Evit paouez gant ar brezel-se, ar priñs Vsevolod Yaroslavytch Iañ Kyiv (~1030 – 1093) a zimezas dre ziplomatiezh gant ur vaouez a oa kar d'an impalaer Kustentin IX Monomac'hos ("A stourm e-unan"), alese lesanv e vab Volodymyr Vsevolodovytch.
En e gentelioù d'e vugale a skrivas e 1117, Volodymyr II a ziskleir endevout graet 83 beaj (eleze ergerzhioù-brezel) hir, bezañ dic'houest da gontañ ar re verroc'h, hag endevout skoulmet ar peoc'h 19 gwech gant ar Bolovtsied, En deroù e vrezelie ouzh pobladoù ar stepennoù a-gevret gant e genderv Oleg I Svyaloslavitch Tchernigov, hogen goude bezañ bet kaset gant e dad da ren war Dchernigov e-lec'h Oleg, hennezh en em glevas gant ar Bolovtsied evit adkemer kêr. Adalek an darvoud-se e voe brezelioù garv etre ar gendirvi, a voe kendalc'het gant o bugale ha pelloc'h.
Er bloaz 1068, Volodymyr II Monomac'h a gevredas gant ar Bolovtsied. Adalek 1094 e stalias kêr-benn Rous Kyiv e Pereyaslav er Su en ur chom mestr war broviñsoù an Norzh, ma tiazezas meur a geoded evit unaniñ priñsed lec'hel Rous Kyiv enep pobladoù ar stepennoù, en o zouez kêr Vladimir er bloaz 1108 a zo en Oblast Vladimir e Rusia hiziv.
E 1107 e voe trec'h war ar Bolovtsied a oa o klask aloubiñ Rous Kyiv. Pevar bloaz goude (27 Meurzh 1111) e skoazellas Svyatopolk II Izyaslavtich, priñs Kyiv, da faezhañ ar Bolovtsied ur wech ouzhpenn en emgann ar stêr Salnytsia e-kichen Izioum.
Goude marv Svyatopolk II er bloaz 1113, tud Kyiv a c'hourc'hemennas ma tistrofe Volodymyr Monomac'h, ar pezh a reas. Goude e gurunadur e voulc'has e ren, a badas betek man eas da Anaon e 1125. Beziet e voe en iliz-veur Santez Sofia Kyiv.
E-kerzh e ren ec'h embannas meur a lezenn evit distegnañ kevredigezh Rous Kyiv. Dek vloaz goude e dremenvan e voe stlabezet Rous Kyiv gant aloubadeg ar Vongoled.
Div wech da nebeutañ e timezas Volodymyr II Monomac'h : e 1074 pe 1075 (oadet 21 bloaz pe 22 vloaz) gant Gytha Wessex (* ~1053/1061 – † 1098/1107, merc'h da Harold II Godwinson Bro-Saoz, 6 bugel dezho ; un eil pried, merc'h da Aepa, Khan ar Bolovtsied, dianav he anv, 5 bugel dezho hervez ar Primary Chronicle bepred.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Volodymyr II Monomac'h, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.