Ursula Buchfellner

Ursula Buchfellner

e 1985

Lesanv(ioù) Uschi Buchfellner
Ursula Fellner
Ulla Maris
Ursula Maris
Ganedigezh 8 a viz Even 1961
München
Broadelezh Alamagn Alamagn
Micher(ioù) aktourez, top model

Ursula Buchfellner ganet d'an 8 a viz Even 1961 zo un top model hag aktourez alaman. Bez e voe Playmate of the Month evit ar gelaouenn Playboy war niverenn Here 1979. Poltrejet e oa bet gant Peter Weissbrich.

Buchfellner a oa bet Playmate ivez e miz Kerzu 1977 evit embannadur alamanek Playboy, ne oa nemet 16 vloaz pa oa bet tennet ar poltriji (17 hervez ar pezh a embanne ar gelaouenn). E miz Du 1985 e teue da vezañ ar c'hentañ Playmate o vezañ embannet er gelaouenn Penthouse.

Ur wech embannet er gelaouenn Playboy e voe kinniget dezhi rolloù a bep seurt e filmoù. A-wechoù e kaver skrivet he anv e stumm Uschi Buchfellner, Ursula Fellner, Ulla Maris pe Ursula Maris.

Dre-vras ne voe gwelet nemet e filmoù B europat evel Devil Hunter (1980) pe Sadomania (1981). Gwelet eo bet o c'hoari e stiradoù skinwel brudet mat evel Derrick.

Liammoù diavaez

Tags:

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

2009Dron19771629AvranchesMor BreizhFanny HillNWorld Wide Web2024Atarrabia2001Kevredigezh Vroadel BreizhBeorhtric WessexLienenn-gourzhAostraliaPablo Picasso1654RoazhonBrezhonegPaul NewmanPiemontegAostriaRusia1635KêriadennMetig Jakez-VargasChatalIsrael1añ MezhevenBro-C'hallRené BarjavelTurkmenistanKontelezh EssexFrañsez Iañ (Bro-C'hall)Richarzh Iañ (Bro-Saoz)PantaleoneDiwanEetionSledda EssexDaouzek labour Asteriks1676Colt M1911TiTomFrañsez JaffrennouAmalie Sophie von WallmodenVincent van GoghShōnenJohann Nepomuk GeigerChristian Troadec1989SpesadLennegezh vrezhonek kolletSkritur taiekSimon HarrisYokegFouzhlec'h1675PaskCatherine LatourSistrC'hoari ar misionerFeskennBrezel diabarzh SinaBianca de' Medici8 MezhevenSivet🡆 More