Traudl Junge (ganet Gertraud Humps d'ar 16 a viz Meurzh 1920 e München ha marvet d'an 10 a viz C'hwevrer 2002 e München), a voe sekretourez prevez Adolf Hitler etre 1942 ha 1945.
A-raok dont da vezañ sekretourez e studias ar c'henwerzh e München. E miz Gwengolo 1942 e voe degemeret evel sekretourez e kañsellerezh ar Reich ha d'an 30 a viz Genver 1943 e teuas da vezañ sekretourez prevez Hitler. E 1943 e timezas gant an ofiser SS Hans-Hermann Junge (1914–1944), hag a varvas e-pad ma oa o vrezeliñ. Hi eo a vizskrivas testamant Hitler er Führerbunker e Berlin d'an 30 a viz Ebrel 1945. Kuitaat a reas ar bunker d'ar 1añ a viz Mae, asambles gant Wilhelm Mohnke, Hans Baur (levier prevez Hitler), Hans Rattenhuber (penn ar Reichssicherheitsdienst), ar sekretourezed Gerda Christian hag Else Krüger, Constanze Manziarly (bouedreolier Hitler), hag Ernst-Günther Schenck. E 1945 e voe prizoniadez en URSS, ma vevas gant un ofiser rusian. E 1946 e tec'has war-du Bavaria, ma voe harzet. Dieubet e voe e 1947, hag adstagañ a reas gant he micher sekretourez ha kazetennerez. Hec'h eñvorennoù a skrivas a-raok mervel e 2002.
Traudl Junge a weler e penn-kentañ hag e dibenn ar film Der Untergang (2004). Er film ez eo an aktorez Alexandra Maria Lara a c'hoari he ferzh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Traudl Junge, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.