Rømø

Rømø (Röm en alamaneg, Rem e frizeg an hanternoz) zo un enezenn en arvor Danmark.

An hini bellañ en hanternoz eo e-touez an inizi annezet en enezeg Friz an Hanternoz. Emañ dirak aod ledenez Jutland, etre Sylt ha Mandø. En em astenn a ra war ur gorread a 130 km2 hag enni e vev 680 a annezidi. E-keñver melestradur emañ e kumun Tønder.

Rømø
Rømø
Rømø
Pelec’h emañ Rømø en arvor Danmark

Stag eo ouzh an douar-bras dre ur chaoser 9 km hed. Listri a vez ivez etre Havneby, ur geriadenn eus an enezenn, hag enez Sylt. Evel m'eo c'hoarvezet gant meur a hini all eus inizi Friz, eo bet kemm-digemm ment Rømø a-hed an istor.

Gwechall e veve an enezourien diwar ar pesketaerezh. Bremañ ez eus bet kemeret kalz a blas gant an touristerezh, ha kalz tud a zeu da weladenniñ an enezennig, dedennet gant an traezhennoù ha gant ur mirdi.

Rømø
Un ti-soul e Rømø


Liammoù diavaez


Rømø 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

AlamanegDanmarkEnezennInizi Friz an HanternozJutlandSylt

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

AmericaKensonenn ankoue dre stlakatMaksim GorkiyLineg ruz3082Oadvezh an aremRuzenn ouel divouezh6Mynydd LlysiauPornizhMarcus Tullius CiceroManavHannah HarperHalifax (Bro-Saoz)mell-dornAn Dasson-76Eil milvedCentre-Val de Loire18 HereProduadur diabarzh krizBrezhonegKensonenn staon dre serriñ mouezhietSvedenLatvegC'hoarioù OlimpekTredionKensonenn diweuzSkylla (euzhvil)NgMor GalileaAntonia Alighieri31GouezeledAnthony Le GallAmzerCorieltauviWarhammer 4000079Kernev-VeurGabonBreujoù BreizhKoñsolennoù c'hoarioù videoBaltimoreSkrikDzPhilippe BoënnecToullgorferezhRomantelezhKyivKensonenn drekstaon dre dostaatRamadanLidlKevnidYaou (deiz)LSizhunBarbaredReinhard Heydrich1824YezhoniezhIliz katolik romanJulien Lachuer1993Kib vell-droad ar bed 19862014Bank-bed1730172Ruzenn gostez kilbleg divouezhDeiziadur gregorian🡆 More