Pempvet Republik C'hall

Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958.

Kemeret he deus lec’h ar Pevare Republik a oa bet savet e 1946.

Pempvet Republik c'hall
republic regime in France
Deiziad krouiñ4 Her 1958 Kemmañ
Anv er yezh a orinCinquième République Kemmañ
Kan broadelLa Marseillaise Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel Kemmañ
Renad politikelsemi-presidential system Kemmañ
Office held by head of statePrezidant ar Republik C'hall Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantKentañ Ministr Kemmañ
Korf lezenniñParlamant gall Kemmañ
Erlec'hiañ a raPevare Republik c'hall Kemmañ


Pempvet Republik C'hall

Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958.

Krouidigezh

Roll prezidanted ar Vvet republik

  • René Coty, diwezhañ prezidant ar IV Republik e oa bet ha ne echuas e garg nemet d’an 8 a viz Genver 1959.
  • 1. Charles de Gaulle : 8 a viz Genver 1959 – 28 a viz Ebrel 1969, kentañ prezidant dilennet dindan ar Vvet Republik, dre vouezhiadeg hollek dizeeun (strollad dilennerien vras), ha goude e 1962 dre vouezhiadeg hollek eeun hag addilennet e 1965.
    • Alain Poher : 28 a viz Ebrel betek 20 a viz Mezheven 1969 (e karg da c’hortoz)
  • 2. Georges Pompidou : 1969-1974 (tremenet e-pad e brezidantelezh)
    • Alain Poher : 2 a viz Ebrel betek 24 a viz Mae 1974 (e karg da c’hortoz)
  • 3. Valéry Giscard d'Estaing : eus ar 27 a viz Mae 1974 d'an 21 a viz Mae 1981
  • 4. François Mitterrand : 1981-1995
  • 5. Jacques Chirac : 1995-2007
  • 6. Nicolas Sarkozy : 2007-2012
  • 7. François Hollande : 2012-2017
  • 8. Emmanuel Macron : 2017-2022
  • 9. Emmanuel Macron : 2022-bremañ

Pempvet Republik C'hall

Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958.

Ensavadurioù

Ar galloud lezennel

Ar galloud seveniñ

Boujedenn ar brezidantelezh

Da-heul an adreizhadennoù a sell ouzh boujedenn ar stad, lakaet eo bet paeañ gant boujedennn mont en-dro an Élysée kredoù na oant ket en e zamani a-raok. Ar memes pennaenn a ren hag evit boujedennoù ar strollegezhioù lec'hel gant an digreizennañ. Bez e oa eus an dispignoù a-raok met treuzkas a ra ar stad anezhe gant peadra da dalañ oute. Degouezhet eo ar c'hemoù meneget dindan prezidantelezh Jacques Chirac.


Bloavezh Prezidant Sammad (milionoù euro)
1969 Georges Pompidou 2,35
1974 Valéry Giscard d'Estaing 2,53
1981 François Mitterrand 3,03
1994 François Mitterrand 3,31
1997 Jacques Chirac 7,78
1998 Jacques Chirac 13,73
2001 Jacques Chirac 21,2
2003 Jacques Chirac 32
2005 Jacques Chirac 31,9
Mammenn : Quid 2005


Ar galloud barn

Strolladoù politikel

Sellet ivez ouzh ar rummad Strolladoù politikel Frañs

Bro-C'hall zo ur vro e lec'h ma'z eus meur a strollad aotreet. Ar re bennañ zo :

Tu-kleiz pellañ

  • Stourm Micherour : anv an Unvaniezh komunour etrebroadel (UCI). Diwanet eo an UCCI diwar ur rann eus ar IV etrebroadel c’hoarvezet e 1939. Ur strollad trotskour eo eta. Arlette Laguiller, e zanvez-prezidantez he deus bet 1,34% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.
  • Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) : strollad trotskour ezel eus ar IV etrebroadel. Skarzhet eo bet e izili eus ar PCF e 1966. e zanvez-prezidant, Olivier Besancenot, en deus bet 4,08% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.
  • Strollad al labourerien (PT) : rannadenn drotskour eus 1952 zo ezel eus ar IVetrebroadel. e zanvez-prezidant e 2007, Gérard Schivardi, en deus bet 0,34% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.

Tu-kleiz

Kreiz

  • An UDF : krouet gant Valéry Giscard d'Estaing, ez eo renet ar strollad-se gant François Bayrou hiziv. Hemañ en deus bet 18,57% e kentañ tro an dilennadegoù e 2007. Dont a rea da vezañ ar MoDem e fin devezh eil tro an dilennadegoù prezidantel e 2007.
  • Luskad Demokratour (pe MoDem) : krouet gant François Bayrou da-heul dilennadegoù 2007
  • Ar C’hreiz nevez : krouet gant izili eus UDF zo e tu-gounid ar prezidant, goude krouidigezh al Luskad Demokratour.


Tu-dehou

  • Unvaniezh evit ul Luskad Poblel : krouet gant Jacques Chirac goude bezañ bet addilennet e 2002 diwar an RPR, a oa e-unan hêr an UNR savet gant ar Jeneral de Gaulle, Ar strollad-se, awenet gant mennozhioù de Gaulle a zifenn mennozhioù frankizour. Nicolas Sarkozy eo e brezidant. Hemañ zo deuet da vezañ prezidant ar Republik abaoe ar 16 a viz Mae 2007 goude bezañ bet gounezet an dro gentañ eus an dilennadegoù (31,18% eus ar mouezhioù) hag an eil (53,06% eus ar mouezhioù) e 2007 a-enep danvez-prezidantez ar Strollad Sokialour Gall Segolen Royal.
  • Strollad Radikal valoisien : ar c’hoshañ strollad politikel gall, krouet e 1901, renet a-gevret gant André Rossinot ha Jean-Louis Borloo. Ur strollad gant mennozhioù republikan, lik ha sokial, kevredet gant UMP eo ha fellout a ra dezhañ bezañ e du sokial.

Tu-dehou diseurt

  • CPNT zo ur strollad a zifenn an aferioù a denn d’ar vuhez war ar maez, ar chase, al labour-douar, ar pesketaerezh. Krouet e 1989 ez eo renet gant Jean Saint-Josse (Danvez-prezidant e 2002 en doa bet 4,25% eus ar mouezhioù). E zanvez-prezidant e 2007, Frédéric Nihous, en deus gounezet 1,15% eus ar mouezhioù

Tu-dehou pellañ

  • Talbenn broadel : strollad eus an tu-dehou pellañ renet gant Jean-Marie Le Pen, en deus bet 10,44% eus ar mouezhioù e kentañ tro an dilennadegoù e 2007.
  • MNR : strollad eus an tu-dehou pellañ, rannadur diwar an hini kent, renet gant Bruno Mégret.
  • Luskad Evit Frañs : strollad riegezhour, renet gant Philippe de Villiers, en deus bet 2,23% eus ar mouezhioù e kentañ tro dilennadegoù 2007

Pempvet Republik C'hall

Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958.



Pempvet Republik C'hall

Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958.

  • Le droit constitutionnel de la V République / Michel Lascombe - Paris : L'Harmattan, 2006 [1]
  • L'idée de République et la jurisprudence du Conseil constitutionnel / Frédéric Monera - Paris : L.G.D.J., 2004 [2]-[3];
  • Documents pour servir à l'histoire de l'élaboration de la constitution du 4 octobre 1958 / 4 Tomes / Comité national chargé de la publication des travaux préparatoires des institutions de la V République, Dir. Didier Maus - La Documentation Française, Paris. Sur le site de la Documentation Française

Pempvet Republik C'hall

Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958.

Tags:

Pempvet Republik C'hall IstorPempvet Republik C'hall Hiziv an deizPempvet Republik C'hall NotennoùPempvet Republik C'hall LevrlennadurPempvet Republik C'hall Liammoù diavaezPempvet Republik C'hall19461958Bro-C'hallPevare Republik Bro-C'hallRepublik

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Botez-koadLaritza BacallaoDeiziadur berberekMizHelle Thorning-SchmidtISO 4217MarkdownLennegezh vrezhonek kolletAlamagnPrederouriezhLitiomKaouenniegZeusKaorelNvidiaTiriad Antarktika Breizh-VeurNerzhioù Al-QodsSuafrikaKrasnogorsk (Oblast Moskov)Chomlec’h IPApple3 C'hwevrer1879ManagementRouan1377RoumaniaBelarusKarl CarstensSingapourPlant bloaziekBloque Nacionalista Galego3 MezhevenKefeüsAerouantMontanaWikiAnatol ar BrazMarie-Antoinette AostriaPaul Avril31 GouereLesya UkrayinkaGeriadurouriezh ar brezhonegH1897KuomintangEdouarzh VIINoutVicenzaStankell an Teir C'haniennBagar-BihanAzia ar MerventBangladeshHolloueziadurDilhadSinaKamlezImpalaeriezh roman ar Reter1831Me zo ganet e-kreiz ar morDispac'h ar JenoflFelix SteinerSaoznegSpered SantelMata HariHidrokarbonJuan Antonio VillacañasLugBrezel etre Ukraina ha Rusia🡆 More