Oberiadur-Brezel Iskra

Oberiadur-brezel Iskra (rusianeg: операция Искра, alamaneg: Zweite Ladoga-Schlacht) a oa bet un oberiadur milourel soviedel e-pad an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Reter.

Pal an oberiadur a oa lakaat fin da sez Leningrad gant ar Wehrmacht. Munudoù an oberiadur a oa kroget nebeut amzer goude faezhadenn an Argadenn Sinyavino. Koll an Alamanted en Emgann Stalingrad e fin ar bloavezh 1942 en devoa breskaet o zalbenn. E miz Genver 1943, an nerzhioù soviedel a oa o prientiñ argadennoù lies war an talbenn a-bezh, dreist-holl e su Rusia, Iskra a oa lodenn norzh an enep-argad goañv soviedel eus 1942–1943.

Oberiadur-Brezel Iskra
An talbenn e fin an oberiadur-brezel Iskra
Oberiadur-Brezel Iskra
Difennerien Leningrad o argadiñ, poltred propaganda

An oberiadur a oa bet kaset da benn gant Talbenn Leningrad an Arme Ruz, Talbenn Volkhov, hag ar Flodad Baltek etre an 12 hag an 30 a viz Genver 1943. Ar pal a oa krouiñ un hent douar etrezek kêr Leningrad. An nerzhioù lu soviedat a oa kendeuzet d'an 18 a viz Genver, ha d'an 22 e oa stabilaet al linenn talbenn. An oberiadur-brezel a oa deuet a-benn da sevel ul linenn dezougen 8–10 kilometr. Ul linenn tren a voe savet buan ha buan evit degas pourvezioù e kêr e-plas tremen dre Hent ar vuhez (doroga zhizni) a dremene dre al lenn Ladoga pa oa skornet. Dre grouidigezh an hent-houarn e oa bet izelaet kalz chañsoù an Alamanted ha Finlandiz da aloubiñ Leningrad.

Oberiadur-Brezel Iskra
Talbennoù Leningrad ha Volkhov o kejañ

Ar Soviediz o devoa kollet 33 940 soudard lazhet ha 71 142 gloazet, an Alamanted 12 000 lazhet ha 32 570 gloazet.

Notennoù ha daveennoù

Tags:

AlamanegEil Brezel-bedEmgann StalingradRusiaRusianegSez LeningradTalbenn ar ReterURSSWehrmacht

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

SuafrikaDentouriezhHidrogenKerneveuregGopr hollvedelLe Curé nantaisLuigi BuonaparteBengaluruFree Software FoundationSkiantoniezhMain PageArzoù an arvestNew JerseySanta Cruz de Tenerife22 C'hwevrerImpalaeriezh trevadennel AlamagnGwened Olimpek KlubKevre ar BroadoùLez-veur SUAPeppa PigCascading Style SheetsAn OriantNaouegezh artifisielPik-estlammiñ2 ToneRaibeart BrusJorjiaRadio Free Europe1394LiciniusMerc'her (deiz)Lionel MessiBeleriandCyrille BonneauTresadennoù-bevScarlett JohanssonStad emveliekGregor IVHoratio NelsonDispac'h Sevenadurel1391IndoneziaArdoileánC'hoari ar misionerStedelijk MuseumEdouarzh Iañ (Bro-Saoz)Angkor WatBloavezhioù 1600Joko Widodo1965WikimediaBriverRepublik Demokratel AlamagnAC/DCRakoun debrer-krankedHenegiptAJ AuxerreAntíbolWessexEil brezel punekDaoubikCreative Commons🡆 More