Niver Avogadro eo an niver a atomoù karbon-12 a zo e-barzh 0,012 kg (pe c'hoazh 12 g, unanenn implijet e kimiezh) karbon-12.
Notet e vez NA hag anvet evel se en enor da Amedeo Avogadro. An niver a elfennoù e-barzh ur mol eo ivez.
Un niver dibabet ent-arbitrel eo evit taolennañ kementadoù bras, an niver a atomoù pe a volekulennoù a zo e-barzh un nebeud gramoù materi pergen. Setu ne vez ket implijet gant ar c'harbon-12 hepken met ivet gant an holl sistemoù.
Evitañ da vezañ arbitrel e ro an tu da jediñ aes ar c'hementad materi hervez mas ha formulenn diaoz ur c'hompozad. Evit an elfennoù eo tost kevatal mas NA atom d'an niver a nukleonoù a zo en nukleüs (protonoù ha neutronoù).
An niver-se a atomoù a ya d'ober ur mol. Da skouer, dre m'eo kevatal mas atomek an houarn da 55,845 u e tezastumer diwar se e pouez ur molad atomoù houarn 55,845 g. Er memes doare ez eus NA atom houarn e-barzh 55,845 g houarn.
Dre ma ro an tu da liammañ ar mas gant ar c'hementad atomoù ez eo an niver-se an dave evit ar c'hementadoù materi.
Klotañ a ra ivez an niver-se gant al liesaer treiñ etre ar gram hag an unanenn mas atomek (u) :
N'heller ket anavezout talvoud rik niver Avogadro gant an teknikoù a-vremañ. Betek-henn e oa an talvoud nesaet a veze graet gantañ:
E 2003 e voe determinet un talvoud nevez eus an digemmenn gant ur skipailh enklaskerien eus Ofis kevredadel alaman metrologiezh Brunswick:
(s.o. Determination of the Avogadro constant via the silicon route, Metrologia 40)
Istor niver Avogadro
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Niver Avogadro, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.