Nicollette Sheridan, ganet d'an 21 a viz Du 1963, zo un aktourez ha top model saoz-stadunanat.
Kroget eo da gentañ evel diskouezerez-giz a-raok ma vije kinniget dezhi ur roll er soap opera Paper Dolls, ur stirad skinwel berrbad eus 1984 eus ar chadenn ABC. Goude-se eo bet gwelet er film fent ha karantez The Sure Thing (1985). Brudet eo kroget da vezañ gant ar roll a Paige Matheson er soap opera Knots Landing (1986–1993) war CBS, lec'h ma oa bet enoret gant daou Soap Opera Digest Awards. Goude-se e oa bet gwelet e rolloù lies betek reoù penn e filmoù skinwel ha mini-stiradoù, evel Lucky Chances (1990), Virus (1995), ha The People Next Door (1996). Gwelet eo bet ivez er filmoù Noises Off (1992), Spy Hard (1996), Beverly Hills Ninja (1997), ha Code Name: The Cleaner (2007).
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv-bihan | Nicollette |
Anv-familh | Sheridan |
Deiziad ganedigezh | 21 Du 1963 |
Lec'h ganedigezh | Worthing |
Pried | Harry Hamlin |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | aktour skinwel, aktour sinema, aktour, model |
Bet war ar studi e | Millfield, The Buckley School |
Deroù ar prantad labour | 1984 |
Oberenn heverk | Knots Landing, Desperate Housewives, Dynasties |
Sheridan a oa dimezet gant Aaron Phypers e miz Kerzu 2015, met ar c'houblad a oa dispartiet 6 miz war-lerc'h. An dizimeziñ a oa echuet e miz Eost 2018.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Nicollette Sheridan, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.