Manifestadeg Unite The Right 2017

Ar Vanifestadeg Unite the Right 2017 (lesanvet the Charlottesville rally) a oa bet ur vanifestadeg gant an Alt-right e Charlottesville (Virginia), e Stadoù-Unanet Amerika etre an 11 hag an 12 a viz Eost 2017.

Ar pal a oa enebiñ ouzh ar fed ma vefe lamet delwenn Robert Edward Lee eus ar gêr.

E-touez ar vanifesterien e oa dreistbeliourien wenn, broadelourien wenn, nevez-kengevredidi, nevez-Nazied, ha bezenoù armet.

Ar vanifestadeg a oa troet feuls pa voe kejet etre ar vanifesterien hag an enep-manifesterien. D'an 12 a viz Eost, o welet ar feulster o kreskiñ, gouarnour Virginia Terry McAuliffe a lakas e plas ar Stad a reuziad o lakaat war-raok e oa re a zañjer evit ar bobl hag e c'hellfe mont war washaat. Dindan un eurvezh, ar Virginia State Police a zisklêrie e oa difennet ar vanifestadeg dre ar feulster a oa enep lezenn a-berzh ar vanifesterien. Div eurvezh war-lerc'h, un den a vlenie un oto hag a flastre marvus ur vaouez (Heather Heyer) hag a gloaze 19 a dud all, an holl anezho enep-manifesterien.

Jeff Sessions penn ar justis stadunanat a embanne goude an darvoud e oa sponterezh hag a roe urzh da gregiñ gant un enklask diazezet war ar garg a "torfed kasoni". A-raok an dagadenn sponterezh ouzhpenn a dud gloazet a a oa bet, un 19 bennak e-pad an emgannoù straed. Daou archer a zo marvet goude an darvoud feuls pa voe kouezhet ur viñsaskell eus ar polis.

Manifestadeg Unite The Right 2017
An oto implijet evit ar gwalldaol.

Rebechoù a oa bet savet a-enep ar prezidant Donald Trump dre ma ne veze ket bet skoet kreñv a-walc'h gantañ en e c'hentañ kemennadenn war ar vroadelourien wenn disklêriet en devoa nemetken e oa an darvoud awenet gant "hatred, bigotry and violence on many sides". En desped d'an tagadennoù mamm ar vaouez yaouank muntret (Susan Bro) he devoa skrivet dezhañ war Twitter:

“Thank you, President Trump, for those words of comfort and for denouncing those who promote violence and hatred [...]”.

An darvoud-se en deus bet lakaet war-raok an torr gouennel a vez er Stadoù-Unanet ha ne ya ket war zigresk.

Notennoù ha daveennoù

Tags:

12 a viz Eost2017Charlottesville (Virginia)Robert E. LeeStadoù-Unanet Amerika

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Stadoù-Unanet AmerikaArkeologiezhSvedenBluesA (lizherenn)Felix SteinerBrazilTroad1779TermenadurLondrezJapanSinaLugIliz OrtodoksNoutMe zo ganet e-kreiz ar morCarne (film, 1968)Patrick TambayPloubêrBeg ar vronnBukkakeChileBrezhonedNvidiaEllig1936Aaron PhypersEl NiñoE (lizherenn)UkrainaDegemerCharles DickensKarl Carstens7 EostKazh-mor (bronneg)Ofiserien-Veur Dugelezh BreizhGoogleISO 4217BerlengasProduadur diabarzh grosPrederouriezhLizherenneg kirillekAstatSuafrikaTadjikistanBill ClintonSingapourItriom1831Bro-SaozGeorgiaPastor (kristen)NeonGlock (pistolenn)BiblImpalaeriezh roman ar ReterHTMLMontebrunoRuzenn gostez ouel divouezhMoskov28JorjiaDandadanSemyon AlapinAlamanMerdeerKamlezKensonenn kevig dre stlakat🡆 More