Lazhadenn John F. Kennedy: Muntr 35vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 1963 e Dallas, Texas

Lazhadenn John F.

Kennedy a oa c'hoarvezet d'an 22 a viz Du 1963. John F. Kennedy, 35vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika, a oa en ur charreadenn o tiskenn Dealey Plaza en Dallas, e Texas. Kennedy a oa en un oto gant e wreg Jacqueline, gouarnour Texas John Connally, hag e wreg Nellie, pa oa bet tennet warnañ adal ar savadur Texas School Book Depository gant an U.S. Marine Lee Harvey Oswald a-drugarez d'ur fuzuilh Carcano M38. Ar charreadenn kirri a oa bet trumm betek Parkland Memorial Hospital, lec'h ma voe disklêriet e oa marv ar prezidant Kennedy 30 munutenn goude an tennoù. Connally a oa bet gloazet ivez en dagadenn met dreistbevet en devoa. Ar besprezidant Lyndon B. Johnson a oa bet er galloud a-benn neuze.

lazhadenn John F. Kennedy
Lazhadenn John F. Kennedy: Muntr 35vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 1963 e Dallas, Texas
muntr politikel, muntr, assassination, magnicide
ArvezJohn F. Kennedy Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadDallas Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral Time Zone Kemmañ
Lec'hDealey Plaza Kemmañ
Daveennoù douaroniel Kemmañ
Deiziad22 Du 1963 Kemmañ
EfedExecutive Order 11130, Proclamation 3561, John F. Kennedy autopsy Kemmañ
Armamentfuzuilh, Carcano Kemmañ
BukennJohn F. Kennedy Kemmañ
A implijJohn F. Kennedy assassination rifle Kemmañ
OberourLee Harvey Oswald Kemmañ
ReuziedJohn F. Kennedy Kemmañ

Goude lazhadenn Kennedy, Oswald a oa distroet d'ar gêr evit pakañ ur bistolenn; tennet en doa war ur poliser eus Dallas J. D. Tippit nebeut amzer goude bezañ paket an arm. E-tro 70 munutenn goude bezañ tennet war Kennedy ha Connally, Oswald a voe harzet gant an Dallas Police Department ha rebechet dezhañ hervez lezenn Stad Texas evit muntroù Kennedy ha Tippit. Da 11:21 d'ar 4 a viz Du 1963, skipailhoù skinwel a filme Oswald o vezañ fiñvet dre pennlec'h polis Dallas, tennet e oa bet warnañ marvus gant perc'hen ur voest-noz eus Dallas Jack Ruby. Evel Kennedy, Oswald a oa bet kaset da Barkland Memorial Hospital, ha amrvet e oa buan eno. Ruby a oa bet rebechet dezhañ muntr Oswald, memes ma oa bet didamallet goude ur galv justis. Ruby a oa marvet en toull-bac'h e 1967 pa oa ur c'hortoz ur prosez nevez.

Muntr Kennedy a chom mammenn meur a senario posubl betek teoriennoù an irienn. Hervez ar sontadegoù, darn ar stadunaniz a soñj dezho ez eus bet un irienn evit lazhañ ar prezidant. Al lazhadenn-se a zo chomet ur gleizenn en istor ar vro. Bet e oa bet al lazhadenn gentañ eus un hollad pevar er bloavezhioù 1960 en SUA, daou vloaz a-raok lazhadenn Malcolm X e 1965, ha pemp bloaz a-raok lazhadennoù Martin Luther King Jr. ha breur Kennedy Robert e 1968. Kennedy a oa bet ar pevare prezidant stadunanat lazhet.

Tags:

196322 a viz DuDallasJohn F. KennedyLee Harvey OswaldLyndon B. JohnsonPrezidant Stadoù-Unanet AmerikaTexasUnited States Marine Corps

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

mell-dornGalatedBreizhCoritiba Foot Ball ClubOselotBreizh-VeurCorieltauviJehan LagadeucParizEmgann CartagenaKensonenn drekstaon dre dostaatKroaziadegoùPerwenanMediaProduadur diabarzh krizMia KhalifaGouezeledPlouzaneOhioRomántica MilongueraSanta Bárbara benditaPriskiegAntropologiezhLucy AardenKastellaodrenLigerAR-15ĽKensonenn gweuz-dent dre stlakatMaeSkylla (euzhvil)SeizGeofizikLituaniaKoad FelgerMarcièlIrakBeskennKoleraR18 HereJérôme LeboucDakiaRannvroioù Bro-C'hallKensonenn diweuz dre strakalFootball Club des Girondins de BordeauxSpagnAnuz-dallJamaikaChapel ar PaolinezedArkeologiezhArsailhadeg Cartagena (1697)Kernev-Veur2014Surinam83DeilArte1996BloazSkannerLidlKalvinouriezhBukkakeGrell voutinSul (deiz)TrotskiouriezhMezhevenCarles Puigdemont🡆 More