Karr-Samm: Karbed a c'hall charreañ ur samm

Ur c'harr-samm, sammgarr pe kamion zo ur c'harbed gant rodoù hag ur c'heflusker (diesel peurvuiañ), brasoc'h eget ur c'harr-tan, hag a c'hall charreañ ur samm bras pe brasoc'h, pounner pe pounneroc'h.

Karr-Samm: Saverien kirri-samm, Sport, Daveoù ha notennoù
Ur c'harr-samm Renault Premium hag e remok.
Karr-Samm: Saverien kirri-samm, Sport, Daveoù ha notennoù
Karr-samm hanter-stlej DAF o tougen kirri Škoda Octavia e Kerdiz e Bro-Gembre.

A bep seurt kirri-samm a zo, hag evit kefridioù liesseurt : ar banngirri, ar c'hirri-marc'hadourezh, ar c'hirri-samm mezellañ (beton), ar skorngirri, an tumporelloù, ar beolgirri, kirri al lastez, ar c'hirri-distronkañ, ar c'hirri-samm-gavr, ar skraberez evit al labourioù foran...

Sammgarrer a vez graet eus ar bleiner karr-samm a-vicher. Ret eo kaout un aotre-bleinañ evit ober ar vicher-se. Reolennoù europat zo diwar-benn an amzer tremenet ouzh ar rod-stur.

Kalz micherioù a ra gant ukirri-samm : treuzdougerien a bep seurt met ivez ar saperien-pomperien, ar boliserien, ar vilourien, micherourien, hag all.

Saverien kirri-samm

Brasañ saverien kirri-samm non-amerikan er bed e 2015.
Renkadur Saverien Unanennoù
1 Daimler AG (Mercedes-Benz, Freightliner, Unimog, Western Star, Fuso, BharatBenz) 506,663
2 Navistar International 359,000
3 Dongfeng 336,869
4 Tata 317,780
5 Volvo (Volvo Trucks, Mack, Renault, UD Nissan) 207,475
6 Volkswagen (MAN, Scania, Caminhões e Ônibus) 179,035
7 Hino 162,870
8 Paccar (DAF, Kenworth, Peterbilt, Leyland) 154,700
9 Iveco 140,200

Sport

Karr-Samm: Saverien kirri-samm, Sport, Daveoù ha notennoù 
Redadeg kirri-samm e Kerlabo.

Ur c'hampionad Europa redadegoù kirri-samm a zo, da skouer war troiad ar Mañs. Troiad Kerlabo, e Kaouennieg (Bro-Dreger), a zegemer ur gevezadeg eus kampionad Frañs ar ralli kirri-samm.

Daveoù ha notennoù

Pennadoù kar

Tags:

Karr-Samm Saverien kirri-sammKarr-Samm SportKarr-Samm Daveoù ha notennoùKarr-Samm Pennadoù karKarr-SammKarbedKarr-tan

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Timbroù dre rummadTwitterDour-beuzhom42Beretta M1951MoudennDronAchille DevériaSpesadNatur1794GlasLec'hiennA PortuguesaEkologiezh politikelAmalie Sophie von WallmodenElzas-LorenMarc'h PrzewalskiDek Gourc'hemennKeith HaringC'hwevrerMoskva (stêr)SomalilandLimbourg (Belgia)Mor BreizhSkramm strinkennoù liñvelCynwidionSpagnBloavezhioù 2020Proviñs PordenoneGwrezverkPabDaouzek labour AsteriksKroategKerborzhHong KongEnez VreizhOne Man Went To Mow1653Morlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaReizhiad korvoiñM109 howitzerYezhMahomedIwerzhondevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedRobin HobbEuropaLennegezh vrezhonek kolletRouantelezh Bro-SaozCharlez II (Bro-Saoz)Damh the BardUnaniezh EuropaPlaza de soberaníaAostraliaJorjiaC++JekoMor ArabiaIstorDagestanFanny HillSiriegISO 8601EskobWapitiBill Clinton🡆 More