Jacques Cambry: Skrivagner gallek

Jacques Cambry, bet ganet d'an 2 a viz Here 1749 en Oriant hag aet da Anaon d'an 31 a viz Kerzu 1807 e Cachan (Val-de-Marne a-vremañ), a oa ur skrivagner brezhoneg ha galleg, bet diazezet an Akademiezh Keltiek gantañ e 1804.

Jacques Cambry: Skrivagner gallek
Jacques Cambry

Mab e oa Jacques Cambry d'un den a laboure evit Kompagnunezh an Indez en Oriant ha beajiñ a reas dre Europa ha betek an Antilhez. Labourat a reas evel kelenner-ti evit bugale ur familh binvidik. Da vare an Dispac'h Gall e savas a-du gant ar mennozhioù nevez ha dont a reas da vezañ prokulor e kumun an Oriant e 1792.

Goude-se e reas e annez e Kemperle : mont a reas e-barzh bodad evezhiañ Kemperle ha dont da vezañ prezidant an distrig. Sevel a reas ur c'hatalog eus an traoù diflipet diouzh krabanoù an distrujerien (1795) hag ur Veaj e Penn-ar-Bed (1799).

Prefed departamant Oise e voe e 1800-1802. E 1804 e voe unan eus ar re a savas an Akademiezh Keltiek, krouet d'an 30 a viz Meurzh e Pariz, gant Jacques Cambry, Jacques-Antoine Dulaure ha Jacques Le Brigant. Mervel a reas Cambry e 1807.

Levrlennadur

  • Voyages dans le Finistère ou état de ce département en 1794 et 1795, embannet evit ar wech kentañ e 1799. Adembannet meur a wech abaoe.
  • Un Breton des lumières Jacques Cambry au service de la construction nationale, aktaoù kollok Kemperle, CRBC, 2008.

Tags:

1749180418072 a viz Here31 a viz KerzuAn OriantVal-de-Marne

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BrennidennHenamzerMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaEil Brezel-bedSaint-Martin (Antilhez)One Man Went To Mow2024KatalanegMenez AreBro-SaozL'Entraide française (1945)Jakez II (Bro-Saoz)1989LFEDonald TrumpAljebrSant-MaloùC'hoari ar misionerPriñs Albert tu-ginPin-upJekoBloazYokegColt M1911IstorIXvet kantvedMontanaOfiserien-Veur Dugelezh BreizhGres (bro)WikipediaStadoù-Unanet AmerikaIwerzhonAnne Breizh-VeurMuzelloù bihanPrusiaSvedenDronBill ClintonMelGewehr 98Rouantelezh Bro-SaozKalifiezh an OmeiadedNoricumAostraliaTverA PortuguesaKontelezh EssexPaskGwarezva Arabia ar SuKernePieter de HoochEskobCarles PuigdemontKonk-LeonSaskatchewanTeknologiezh1991Der ZauberlehrlingRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùEnez VreizhRobin HobbLimbourg (Belgia)NovritschOblast MoskovGwareg (arm)Bilhed-bankBro Gwiniegi Naoned🡆 More