Al liv gris (distagadur IPA: ) zo ur c'hemmesk gwenn ha du.
Hervez ar c'hementad eus an eil hag egile, e vez sklaer pe sklaeroc'h al liv gris. Pa vesker daou liv enebet (glas hag orañjez, pe melen ha limestra) e kaver liv gris ivez.
Skrivañ a reer gris evit an anv-gwan ha griz evit an anv-kadarn, ar griz.
Lavarout a reer ivez "louet" evit al liv-se (ur ger keltiek eo "louet" tra m'eo bet amprestet "gris" digant ar galleg), ur ger hag a gaver ivez evel anv-tiegezh.
E brezhoneg e vez graet ivez gant ar ger "glas" (dreist-holl evit ar blev, koulz tud ha loened: «blev glas un den kozh, ur gazeg c'hlas»).
| ||||||||
| ||||||||
|
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gris, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.