Ur slasher (saozneg: slasher movie) zo un isrann eus ar sinema spont.
Raloc'h e vez graet slasher-movie eus ar rann-se. Diazez ar filmoù-se zo ur muntrer gant ur gontell pe un arm gant ul laonenn a lazh ur strollad tud, alies reoù yaouank. An termenadur "slasher" a vez implijet boutin gant ur ster ledan evit ober eus filmoù spont gant ur muntrer. Evit arbennigourien ar sinema avat e vez spisverkoù a ra eus an isrann-se unan disheñvel diouzh an isrannoù sinema spont all evel ar filmoù splatter pe filmoù spont psikologel.
Iskevrennad eus | Sinema spont |
---|
Ar vurutelladennerien a ra eus ar filmoù giallo italian ha filmoù spont psikologel evel Peeping Tom (1960) ha Psycho (1960) evel ar re gentañ eus ar rummad filmoù slasher pe d'an nebeutañ ar re a vo mammenn. Ar rann a zo bet en e-barr etre 1978 ha 1984, graet e vez marevezh aout ar filmoù slasher eus ar mare-se. E-touez an oberennoù brudetañ slasher e kaver The Texas Chain Saw Massacre (1974), Black Christmas (1974), Halloween (1978), Friday the 13th (1980), A Nightmare on Elm Street (1984), Child's Play (1988), Candyman (1992), Scream (1996), I Know What You Did Last Summer (1997), ha Valentine (2001). Meur a film slasher embannet degadoù a vloavezhioù 'zo a zo deuet da vezañ oberennoù azeul evit arvesterien. Teir marevezh bras a zo d'ar filmoù doare slasher betek-henn: ar marevezh klasel (1974–1993), marevezh slasher (1994–2000) hag ar filmoù nevez-slasher (2000–2013).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Film slasher, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.