Dihunamb! (Dihunomp !) a oa ur gelaouenn viziek e brezhoneg Gwened, a voe embannet etre 1905 ha 1944.
E miz Genver 1905 e voe moullet an niverenn gentañ en Oriant ha dont a reas er-maez betek miz Eost 1944.
Savet e voe gant Loeiz Herrieu a gavas harp buan gant un nebeud tud all evel Yann-Vari Heneu hag Andrev Mellag. Loeiz Herrieu e voe rener ar gelaouenn betek 1944.
E-barzh Dihunamb e veze kavet pennadoù a bep seurt gant ar gwellañ skrivagnerien eus Bro Gwened : kanaouennoù, krennlavarioù, sorbiennoù, kuzulioù mat evit al labourerien-douar... Dont a reas er-maez bep miz, nemet e-pad ar Brezel-bed kentañ, pa oa Loeiz Herrieu war an talbenn, e reter Bro-C'hall. 395 niverenn a voe embannet en holl ha betek 3 000 den a voe koumanantet.
Berzet e voe ar gazetenn e-pad ur prantad e 1940 gant André Bousquet, isprefed gall an Oriant.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Dihunamb, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.