Caius Julius Hyginus

Caius Julius Hyginus (e 67 kent JK – 17) a oa ur skrivagner latin, genidik pe eus Spagn pe eus Alexandria (n'eo ket gwall spis er skridoù kozh) en amzer Caesar Augustus.

Istor

Diwar e benn n'ouzer ket kalz a dra. Diskibl e oa da Cornelius Alexander Polyhistor, sklav e oa bet gant Julius Caesar, disklavet gant Caesar Augustus, ha lakaet da rener al levraoueg palatin abalamour ma oa yezhadurour, hervez a skriv Suetonius (De Grammaticis, 20). Mignon e oa da Ovidius, met rev a savas etrezo. Paour-razh e oa e fin e vuhez, ha sikouret e voe gant e vignon istour Clodius Licinus.

E oberennoù

Eus ar pezh a zo deuet betek ennomp e c'hallomp lavarout e skrivas a bep seurt: displegadennoù diwar-benn arroudoù eus oberennoù Vergilius, displegadennoù diwar-benn hendraoù broadel (De familiis Troianis, De origine situque urbium Italicarum), skridoù diwar-benn al labour-douar (De agricultura, De apibus).

Met div oberenn zo enne traoù a dalvoudegezh vras evit studi mojennoù Hellaz ha Roma gozh.

  • e Fabulae
  • e De Astronomia .

Fall int skrivet, ma kred da lod n'hall ket ar yezhadurour Caius Julius Hyginus bezañ o skrivet. En 1831 e voe embannet fablennoù all diembann hag a soñjer int bet skrivet gantañ.

Fablennoù

Er Fablennoù n'eus nemet ur roll eus an doueed hag harozed, gant 277 fablenn gwir, anezho diverradurioù eus an oberennoù klasel hellazat, evel Odysseia, dastumet en un nebeud pajennooù,

Levrlennadur

  • P.K. Marshall, Hyginus: Fabulae 1993; embannadur reizhet 2002.
  • Rose, H. I. Hygini Fabulae (1934) 1963. Ar skrid e latin.

Notennoù

Liammoù diavaez

Tags:

Caius Julius Hyginus IstorCaius Julius Hyginus E oberennoùCaius Julius Hyginus FablennoùCaius Julius Hyginus LevrlennadurCaius Julius Hyginus NotennoùCaius Julius Hyginus Liammoù diavaezCaius Julius Hyginus-6717AlexandriaCaesar AugustusSpagn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1493KarnoedLiessindetonEnez HéronDiodoros SikiliaRr (lizherenn)Bagar-BihanTchadKaonGopr hollvedelFilipinez1922Gewehr 98WattIsabel SarliKawanBotez-koadKenvasturberezhUsenetAmzerC'hoari ar misionerTogoC++Digital rights managementVulnerant omnes, ultima necatNoutWikiarroudJapanThe Irish TimesBahamasBeatrice d'AragonaTchador1945BengaluruLannuonBluesGeorge Walker BushWashington, D.C.KempervenGlock (pistolenn)ClaireZeusOugandaRapunzelPaul AvrilKarl CarstensLusker enklask281997Tania MalletArkeologiezhEl NiñoƐHinBronnDen1897EthParizMahomed20001998Edouarzh VIIBourc'hMoukKenrouedadBlogMilizag-GwiproñvelRouantelezh-UnanetBrezel israelat-arab🡆 More