Arvorig Fm

Ur skingomz hollvrezhonek eo Arvorig FM, nann-kenwerzhel eo.

Staliet eo e Landerne, e Park Ijinañ Meskoad. Skingaset e vez hec'h abadennoù war an talm 91,7 MHz e Bro-Leon ha 107MHz e Landerne. Mouezh Bro-Leon eo he lugan ha skrivet eo "E brezhoneg penn-da-benn" en he logo. Adkaset e vez lod eus an abadennoù gant Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened.

Arvorig FM
radio station
Yezh implijetbrezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.arvorigfm.com/ Kemmañ

An arc'hant implijet gant ar radio a deu eus Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag eus un aozadur stad, an FSER (Fond de Soutien à l'Expression Radiophonique).

Hervez testenioù ne vez klevet nag e kreiz-kêr Brest nag e Rekourañs.

Istor

Krouet e oa bet Arvorig FM e Brest e 1995.Gireg Konan a oa unan eus ar re o deus krouet Arvorig FM gant David ar Gall, Andrev Roparzh, Ronan Hirrien, Ronan Debel, Jean-luc Bergot ha tud all e Kommana e 1998. Mont a reas studioioù ar radio d'en em staliañ e Kommanna goude-se. Ha bremañ emaint e Landerne.

Bec'h he deus bet ar radio o kaout ur frekañs nevez digant ar CSA e 2007.

Aozadur

Yann-Bêr Thomin eo ar Prezidant. Herve ar Beg eo ar rener.

Kenlabourat a ra er bodad Brudañ ha Skignañ.

Emañ ar skinpeul e Plouziri.

Liammoù diavaez

Arvorig Fm  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.

Tags:

Bro-LeonLanderneLuganRadio Bro GwenedRadio KerneRadio Kreiz BreizhSkingomz

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

FeskennFriedrich EngelsDegemerMarc'hTimbroù dre rummadGeorge IIThe Jungle Book (film, 1967)KelornLienenn-gourzhi2ta8Londrez1671Morlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaKerbêrBadalonaJorj Iañ Breizh-Veur1977Omar SyGopr hollvedelMahomedOrator Sant C'hiregWorld Wide Web ConsortiumISOBilhed-bankReizhiad korvoiñEkologiezh politikelTsitakismosPieter de HoochWikipediaTiTomEl NiñoSevenadurAostraliaMarcosISO 8601Gustav II AdolfMilanoKroategBlog2020SpongeBob SquarePants2009The Parting GlassLatin1999SoukotPatrick Le BescoNoazhdedFranklin Delano RooseveltOblast MoskovRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùHong KongMenez AreMalaysiaKib vell-droad ar bed 2006BrandenburgJekoFanny HillKarantezLec'hiennSaezh8 Mezheven2012JapanNikotin🡆 More