Ar Baleer-Bro

Ar Baleer-Bro zo ur pezh-c'hoari berr (un arvest ha trizek diviz) gant Jarl Priel bet embannet en niverenn 26 eus ar gelaouenn SAV, er goañv 1943.

An eil pezh-c'hoari savet e brezhoneg gant ar skrivagner tregeriat an hini eo, war-lerc'h An Dakenn dour.

Ar pezh-c'hoari

Tud ar c'hoari zo :

  • God ar Briz, ur vaouez a bemp bloaz ha hanter-kant o telc'her ur vereuri e-tal kichen Landreger,
  • Job ar Briz, he mab henañ, eizh vloaz warn-ugent bennak,
  • Soazig, merc'h-vihan God, c'hwec'h vloaz anezhi hag emzivadez,
  • Marivonig Dagorn, dousig Alan ar Briz,
  • Fant Tasel, matezh an tiegezh,
  • An Aotrou Skouarneg, medisin,
  • Ar Baleer-Bro.

C'hoarvezout a ra ar pezh-c'hoari er vereuri end-eeun, war-dro eizh eur noz, da vare an here. Ober tachoù a ra holl dud an tiegezh, pe dost, o vezañ m'emañ klañv-fall Alan, ur mab all da C'hod. Ha ne ziskouez ket bezañ gwall zinec'hus an Aotrou Skouarneg, ar mezeg a ra war-dro ar c'hlañvour yaouank, pa erbed pediñ o vezañ m'eo aner e strivoù da bareañ Alan. Degouezhout a ra ur paourkaezh den truilhennek, an Ankoù evel-just, hag a ginnig ar marc'had mil anavezet : mat eo dezhañ lezel Alan bev gant ma vo degaset unan all gantañ. Da dud an tiegezh d'ober o dibab...

Evel e-barzh An Dakenn dour ne veneg ket Jarl Priel anv ar barrez e-lec'h ma c'hoarvez e bezh-c'hoari. Ur serr-lagad a-berzh Priel a gaver koulskoude pa lak-eñ e genoù Job ar Briz "Selaouit ! petra an diaoul a hadfemp ar bloaz-mañ e tachenn Krec'h Eliez ?" : e ti e dud-kozh, e Krec'h Eliez (e Priel) e oa bet savet Charles Trémel a-raok mont da vartolod ha dont da vezañ ur skrivagner brudet.

Evezhiadennoù

Gwall souehzus ez eo lenn dindan bluenn Jarl Priel gerioù pe droiennoù evel ac'hanoun, anezo, dindanoun, dirazoun, diwarnoun, emezoun, dourn, ennoun, eveldoun, evidoun, klevot, mintin, nemedoun, mar kirit, reot, outo, teuiot, warnoun, hag all : hep mar na marteze, n'eo ket en e barrez c'henidik nag en trowardroioù en dije gallet o c'hlevet ingal...

Tags:

1943Jarl PrielPezh-c'hoariSAV (kelaouenn)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

NoazhegezhFacebook1923B (lizherenn)KartoùRizSitrouilhezSteredouriezhTeknologiezhTitaniomBredoniezh480Pleuzal2013Poc'han boutinFrancisco GoyaIsaac NewtonShoahKemmadurioù ar brezhonegAn AlreFruizMiamiEkoreizhiadBeran skarlekPi IIEmgann SahagúnBrezhonegTaol-stadLevr Oberoù ArzhurDua LipaBazhBangkok1706Neophema1934Global Positioning SystemRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroù-7531545112512 MeurzhGopr hollvedelAndrew FormNaturKourzhVigoUrzhHenegiptEvnOklahoma14 DuEbrelLammoù-dour an Niagara20121908JordaniaGeriaoueg an armoù-tanYuzevegezhFlammeg KaribBrazilSanganoGarISBNRannvro BreizhAbati Sant-Gwenole Landevenneg1añ GwengoloImpalaeriezh romanEnez Wake1200Tenness2002ShanghaiEuropa (kevandir)KorbinerezhioùYann-Frañsez ar Gonideg🡆 More