Anacletus

Anacletus, pe Cletus, pe Anencletus pe c'hoazh Anaklet, e oa an trede pab, eus 76 betek 88, hervez an Iliz Katolik Trede presbit (prezidant) Iliz Roma eo hervez an Iliz Reizhkredennek.

Dont a rae war-lerc'h Linus, war-dro 80, ha mervel a reas war-dro 91.

Anacletus

Pab an Iliz katolik roman

Anacletus
Anacletus er chapel Sistina
Ganedigezh c. 25 e Roma

Anacletus Impalaeriezh roman

Marv c. 26 a viz Ebrel 92, Roma

Anacletus Impalaeriezh roman

Pabiezh
Deroù c. 79
Diwezh c. 92
Diagentour Lin
Warlerc'hiad Klemañs Iañ
Santelezh
Gouel 26 a viz Ebrel
Azeuladur Sant-Kleve
Roll ar bibien : kronologiezhurzh al lizherenneg

E vuhez

Arvar zo war anv ar pab-se rak n'ouzer ket pe Cletus, pe Anacletus pe Anencletus e oa e anv.
Gouzout a ouzer ez eus bet un den anvet Anacletus, berraet alies e Cletus, hag a voe merzheriet e-kerzh heskinerezh Domitianus, hep mar etre 88 ha 96.

Diiouzh an eil tu, Eusebius Caesarea, Irenaeus Lugdunensis hag Eosten Hippo a skrivas n'eus nemet un den eus Anacletus ha Cletus. Diouzh an tu all, daou zen zo anezho hervez ar skridoù anvet Catalogus Liberianus (354) hag a zo ur roll eus eskibien Roma ha Liber pontificalis hag a zo ur roll eus ar bibien. Un doubladur fazius eo, da lavar Jean-Marie Salamito.

El Liber pontificalis e lenner e voe beleget 25 den gant Anacletus, ar pezh a zo kammamzeriet : an darvoud nemetanñ eo a c'hall bout lakaet war e gont.

Dre reimplij e voe lakaet Anacletus da verzher el Liber pontificalis, met lakaet e vez da sant gant an Iliz katolik roman koulz ha gant an Iliz Ortodoks. D'ar 26 a viz Ebrel e vez enoret.

E Breizh e vez enoret e parrez / kumun Sant Kleve e-kichen Pontrev, en eskopti Landreger.

Notennoù

Levrlennadur


Anacletus 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

  • (fr) SALAMITO, Jean-Marie & LEVILLAIN, Philippe (rener) : Dictionnaire historique de la papauté, Paris, Fayard, 2003 (ISBN 978-2-2136-3035-9)

Tags:

76808891LinusPab

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Mor-BihanKroategNovritschPrusiaAndhun SussexWikiBM-30 SmerchDanmarkDonald Trump800Chesten MarchantHenamzerBrezel diabarzh SinaShōnenTalierouriezhMadeiraEostGopr hollvedelOblast TyoumenBro-SaozNStad emveliek1661Roz-kiDeiziadur gregorianPerroz-GiregWorld Wide Web ConsortiumGwareg (arm)GalizegDugelezh BreizhMetig Jakez-VargasParizTeknologiezhSaezhNaonedColucheTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Kib vell-droad ar bed 2006HTMLRiley EvansKêriadennBloavezhioù 2020KerzuIwerzhonJohnny DeppFernandeAmalie Sophie von WallmodenIsraelPaul NewmanGres (bro)1509Gwern-valouinAvranchesProviñs PordenoneMarc'h PrzewalskiGwengoloTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)MediaGoodnight, IreneSonerezh elektronekStrollad politikelTaboulinKazakstanMarcosAnime163516 a viz KerzuKesoueGustav II Adolf🡆 More