Amstelveen (distagañ: /ˌɑmstəlˈveːn/ ) a zo ur gêriadenn-kêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù.
Ul lodenn eus tachenn meurgêr Amsterdam eo. E kêr Amstelveen e kaver an distrigoù ha kêriadennoù da-heul : Amstelveen, Bovenkerk, Westwijk, Nes aan de Amstel hag ul lodenn eus Ouderkerk aan de Amstel . Dont a ra an anv Amstelveen eus hini ar stêr 'Amstel' hag eus 'veen' hag a dalvez lanneg pe taouarc'heg. En Amstelveen emañ sez KLM . hag ivez sez KPMG.
E-pad ma oa aloubet an Izelvroioù gant ar C'hallaoued (1810-1814) e oa Amstelveen kêrbenn an departamant gall anvet Zuiderzee, ha betek 1964 e voe anvet Nieuwer-Amstel. Un dorp (kêriadenn) bras eo Amstelveen, dre ma ne voe biskoazh mogeriet. Ardamez Amselveen a zo diazezet war hini Amsterdam (teir c'hroaz), unan a zo bet ouzhpennet. En Amstelveen e kaver an Thijssepark hag a voe an heempark (liorzh-louzawouriezh) kentañ en Izelvroioù hag unan eus ar 16 heempark pe heemgroen a gaver en Amstelveen. Aozet e voe gant an arkitektour C.P.Broerse diwar mennozhioù an naturour izelvroat Dr.Jac. P. Thijsse. Aozet e voe etre 1940 ha 1972, 5 hektar gorread a zo dezhi, hag emañ e su Amsterdamse Bos. Ar c'hentañ ministr Jan Peter Balkenende a stagas gant ar politikerezh en Amstelveen, ma voe kuzulier-kêr. Tost ouzh aerborzh Schiphol emañ Amstelveen ivez. Ur metro hag un tram a zo da vont da Amsterdam.
E kuzul-kêr Amstelveen ez eus 35 dileuriad:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Amstelveen, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.