Azia eo al lodenn kreiz ha reter eus kevandir Eurazia hag Azia eo Eurazia a-bezh war-bouez ledenez Europa.
Koulskoude, e-keñver ar c'heologiezh hag an douaroniezh, n'eo ket Azia ur c'hevandir nag un iskevandir. En Azia e kaver war-dro 60% eus poblañs ar bed.
Diaes eo kavout harzoù resis, dreist-holl etre Europa hag Azia :
A-hed strizh-mor an Dardanelled, mor Marmara, strizh-mor ar Bosfor, a-dreuz ar Mor Du, a-hed aridennadoù ar C'haokaz hervez lod tud, er wantenn Kouma-Manych hervez lod all, a-dreuz ar Mor Kaspia, a-hed ar stêr Oural hervez lod, a-hed ar stêr Emba hag ar menezioù Oural hervez lod all hag enezeg Zemlya-Nevez.
E-keñver ar rannoù politikel e lakaer en Azia Eurazia war-bouez Rusia, met an inizi nes a gaver er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask a vez lakaet da heul.
Dont a ra ar ger eus ar gresianeg kozh Ασία (Asia) dre al Latin, gwelet evit ar wech kentañ e testennoù Herodotos o taveiñ da Azia Vihanañ pe diwar-benn ar Brezelioù persat, o taveiñ d'an Impalaeriezh pers e-tal Bro-C'hres hag Egipt. Meneget eo bet gant Homeros un tiern o ren meur a geoded ha kevredet gant Troaz, Asios e anv, mab da Hirtacos.
Ken bras eo Azia ma vez rannet alies e meur a rannvedig. Sed amañ an doare a zo degemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet:
Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika | Europa | Eurazia | Azia |
Amerikaoù | Eurafrazia | Okeania | Aostralia |
Suamerika | Afrika | Antarktika | Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Azia, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.