Un alvokad zo ur gwiraour a vicher frank enfredet da zifenn, da skoazellañ, da guzuliañ ha da gomz en anv e glianted dirak al lez-varn. E Bro-C'hall, enskrivet eo war roll urzh an alvokaded (pe vreutaouriezh) staliet e pep lez-varn ensav meur.
Meur a hentenn a zo a-benn dont da vezañ alvokad. Ret eo kaout d’an nebeutañ ur vachelouriezh heuliet gant ur vestroniezh (master) war ar gwir evit gellout bezañ degemeret e kreizenn rannvroel stummañ alvokidi (CRFPA).
Gallout a reer ivez tremen dre Sciences Po, en ur spisaat e studioù war ar breutaerezh. A-benn prientiñ an diplom dibar (CAPA) e vez graet ur bloavezh kentelioù teorikel. Evit lakaat e ouiziegezh da dalvezout e vez goulennet gant an danvez-alvokad ober ur staj e-pad 18 miz e ti unan a vicher. Ur wech ma 'z eo prest an deskard, e tou dirak al lez-varn galv (cour d'appel) hag enskrivet en ur vreutaererezh. 181 a zo e Bro-C’hall a-bezh.
D’ar 1añ a viz Genver 2005 e oa bet niveret 43977 alvokad e Bro-C’hall ; 47% anezho a oa neuze, hag a zo c’hoazh, maouezed.
Gopr krenn un alvokad a zo 5 000 € bep miz. Digempouez da vat eo abalamour ma c’hall un alvokad gounit kalz (380 000 € eo gopr uhelañ Frañs) pe nebeut-tre, war-goll memes, evel 8% eus alvokidi Frañs.
Evit bezañ en e aez pa vezer alvokad ez eo ret bezañ tuet war al labour, bezañ gouest da ezteurel e soñjoù en un doare sklaer dre gomz ha dre skrid, bezañ desket-kaer, resis, krak-ha-berr, faltazius a-wechoù, emren, kaout ur spered kenaozañ ha gouzout selaou an dud all.
Disrannet eo ar justis e div lodenn : an urzh barnerezhel hag an urzh velestradurel.
Urzh barnerezhel | Urzh velestradurel |
---|---|
|
|
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Alvokad, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.