An eur hañv a zo ur sistem a vez graet gantañ gant kalzik a vroioù eus an hantervoul norzh hag eus an hantervoul su.
Graet e vez dre vras gant broioù eus an takadoù kerreizh e-lec'h ma'z eus kemm etre padelezh an deiz en hañv ha padelezh an deiz er goañv. E broioù Unaniezh Europa e vez graet ar cheñchamant d'ar Sul diwezhañ eus miz Meurzh ma vez abredet an eurieroù eus un eur (ne vez nemet 23 eurvezh en devezh-se). D’ar Sul diwezhañ eus miz Here e vez graet ar c'hontrol hag e vez pellaet an eurieroù eus un eur (en devezh-se e vez 25 eurvezh). A bep seurt abegoù a vez roet evit an dra-se. Unan eus an abegoù kentañ a oa espern petrol dre sklêrijenniñ nebeutoc'h. Bremañ e lakaer kentoc'h en a-raok an amzer sklêrijenn d'abardaez-noz evit an amzer vak hag evit ober e vad eus ar vakañsoù.
Abaoe 2002 e cheñch an holl vroioù e memes koulz.
Bloavezh | Tremen d'an eur hañv | Tremen d'an eur c'hoañv |
---|---|---|
1 h eus WET da 2 h WEST | 2 h eus WEST da 1 h WET | |
2002 | 31 a viz Meurzh | 27 a viz Here |
2003 | 30 a viz Meurzh | 27 a viz Here |
2004 | 28 a viz Meurzh | 31 a viz Here |
2005 | 27 a viz Meurzh | 30 a viz Here |
2006 | 26 a viz Meurzh | 29 a viz Here |
2007 | 25 a viz Meurzh | 28 a viz Here |
2008 | 30 a viz Meurzh | 26 a viz Here |
2009 | 29 a viz Meurzh | 25 a viz Here |
2010 | 28 a viz Meurzh | 31 a viz Here |
2011 | 27 a viz Meurzh | 30 a viz Here |
2012 | 25 a viz Meurzh | 28 a viz Here |
2013 | 31 a viz Meurzh | 27 a viz Here |
2014 | 30 a viz Meurzh | 26 a viz Here |
2015 | 29 a viz Meurzh | 25 a viz Here |
2016 | 27 a viz Meurzh | 30 a viz Here |
2017 | 26 a viz Meurzh | 29 a viz Here |
2018 | 25 a viz Meurzh | 28 a viz Here |
2019 | 31 a viz Meurzh | 27 a viz Here |
2020 | 29 a viz Meurzh | 25 a viz Here |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Eur hañv, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.