Borneo

Borneo zo un enezenn vras e gevred Azia.

Gant ur gorread a 743 330 km² ez eo-hi an trede enezenn vrasañ er bed. Al lodenn vrasañ eus an enezenn zo en Indonezia, ha Kalimantan a vez graet anezhi alies. Hogen en Indonezia e talvez an anv "Kalimantan" da envel an enezenn a-bezh. Al lodenn norzh eus an enezenn zo rannet etre Malaysia (stadoù Sabah ha Sarawak) ha rouantelezh Brunei.

Borneo
Borneo, en enezeg Indonezia
Borneo
Enez Borneo, rannet etre stadoù Indonezia, Malaysia ha Brunei.

En-dro da Vorneo emañ Mor Su Sina en norzh hag er gwalarn, Mor Sulu er biz, Mor Sulawesi er reter ha Mor Java er su. Er c'hornôg da enez Borneo emañ Ledenez Malaya hag enez Sumatera, er su emañ enez Java (pe Jawa) hag er reter Sulawesi. E Sabah emañ ar menez uhelañ, menez Kinabalu, zo dezhañ 4 095 m a uhelder.

Pinvidik eo natur Borneo ha niverus eo ar spesadoù plant ha loened : 221 spesad bronneged, 420 spesad evned, 3 000 spesad gwez... Gwechall e oa goloet an enezenn a-berzh pe dost gant koadegi trovanel, met war-gil eo aet ar gorreadoù dindan wez er bloavezhioù diwezhañ.

Tags:

AziaBruneiEnezennIndoneziaKalimantanMalaysiaSabahSarawak

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GouloùHTMLShelby ChesnesCoventryKarl VeurLiesyezhegezhBahrein1970An AlrePark ar Mor BihanAnne Breizh-VeurBuche y plumaMacaca pagensisBukkakeNingxiaNikki FritzWilliam IIIHevoudKemennadurPornografiezhHonnechyAr Chapel-Nevez (Aodoù-an-Arvor)BretonedMarine Le PenLouis d'OrléansSant-Nikolaz-ar-PelemEmirelezhioù Arab UnanetLec'hanvadurezh BreizhDegemerBulad-PestivienHlodwigValéry Giscard d'EstaingKrignerezhLando NorrisAgrigentoMaouritaniaSkrivagner800Eil Brezel-bedHigh Heel HomicideKoranKebekAlexandre Dumas (tad)FellasionKanadaBrexit6 MaeRepublik KoreaHoratio NelsonIsabel Sofía PicónMarc'h-morStragonISBNSistrYezhLienenn-gourzhConnecticutAn CamchéachtaPatrick Le BescoHosni MoubarakAmalie Sophie von WallmodenKlaudios PtolemaiosArme Dieubidigezh Pobl SinaKalc'hBoursaout🡆 More