Turkia

Republik Turkia (turkeg : Türkiye Cumhuriyeti), Turkia ent-berr, « Turki » hervez an anv istorel e brezhoneg, zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa.

Turkia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.

Türkiye Cumhuriyeti
Turkia Turkia
Banniel Ardamezioù

Kan broadel
İstiklâl Marşı
"Ton-bale an Dizalc'hidigezh"

Gouel broadel
29 a viz Here
Klik dehoù war-du Google Maps
Melestradur
Dizalc'hidigezh 29 Here 1923
Bonreizh nevesañ 9 Du 1982

Kêr-benn Ankara
Gouarnamant Republik vonreizhel
Prezidant Recep Tayyip Erdoğan
(28 Eost 2014 )

Yezh ofisiel Turkeg

Moneiz Lira (₺) (TRY)
Gwerzhid-eur UTC+3
Kod pellgomz +90
Kod ISO 3166 TR
Douaroniezh
Gorread 783 356 km²
Poblañs 83 614 362
(31/12/2020)
Stankter 107

Internet .tr

Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.

Ar Stad

Republik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, laik ha bonreizhel hag a zo bet staliet e 1923. Ezel eus an ABU, an AFNA, an AESD, ar C'hengor muzulman ha Kuzul Europa eo. E 2005 he deus kroget kenvreutaerezhioù evit dont da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. En Ankara (anv kozh gresianek : Ankira, Ἄγκυρα) emañ he c'hêr-benn.

Istor

Evit mareadoù kent d'ar republik, sell ouzh : Azia-Vihanañ, Hittited, Troia, Lidia, Frijia, Karia, Kilikia, Pergam, Rouantelezh ar Pontos, Galated, Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh otoman

Republik Turkia a zo bet staliet d'an 29 a viz Here 1923 war lodenn greiz an Impalaeriezh otoman a oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ ha kollet meur a diriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh an Durked e Anatolia an XIvet kantved. Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa. Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh an XIIIvet kantved hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar goust hini Kêrgustentin e 1453. E 1929 e krogas Mustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, an Durked yaouank, e oa Mustafa Kemal (lesanvet Atatürk) gant ur mennozh sklaer : modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.

Tud brudet

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Tags:

Turkia Ar StadTurkia IstorTurkia Tud brudetTurkia Gwelet ivezTurkia Liammoù diavaezTurkia Notennoù ha daveoùTurkiaAnatoliaAziaAzia-VihanañBalkanoùBosforEuropaGevredKevandirLedenezMerventMor DuMor EgeaRiezTurkeg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Jacob ha Wilhelm GrimmKanadaMain PageKab GlasLennegezh vrezhonekTchekegEuropa ar C'hreizBragoù kapriPortugalPrederouriezhDelwenn ar FrankizRouantelezh-UnanetSenegalOpenBSDRoll bannieloù BreizhTangaBro-SaozArondisamant Sent GaudençSpagnBycanistesPradNaonedYahoo!Brezel ar Pleg-morLennegezh vrezhonek kolletMongoliaMuzelloù bihanEszettEtiopiaTurkmenistanAmedeo ModiglianiJakobPietàSlovakiaKonk-KernePieter Pauwel RubensDominika (bro)Forever (stirad skinwel)Trodroc'hañEnez AvalonAlis BreizhDaouPolonegOfiserien-Veur Dugelezh BreizhNovorossiya (kevredad)Peter FendiNew OrleansPurid-KintinIzelvroioùQuod erat demonstrandumSigmund FreudYezekael, roue DomnoneaKuomintangPlufurPolitikerezhRomedEgiptMell-droadKaketou FilipinezSokratesIsabel Sofía PicónKiPluvaegKarv EldTelougouegAlaska🡆 More