Arabat droukveskañ gant ar malezianeg.Ur yezh malayek-polinezek eo ar malayeg (bahasa Melayu) komzet gant 20-30 milion a dud e Malaysia, Brunei, Singapour, su Tailand, su ar Filipinez hag e lec'hioù zo eus Indonezia.
Malayeg (Bahasa Melayu) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Malaysia, Brunei, Singapour, Tailand, Filipinez, Indonezia |
Komzet gant : | 20-30 milion |
Renkadur : | 54 |
Familh-yezh : | Yezhoù aostronezek Yezhoù malayek-polinezek Yezhoù malayek-polinezek ar c'hornôg Malayeg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Malaysia, Brunei, Singapour |
Akademiezh : | Dewan Bahasa dan Pustaka |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ms |
ISO 639-2 | may |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | MSA |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Yezh ofisiel Malaysia, Brunei ha Singapour eo ar malayeg ha talvezout a ra ivez da yezh voutin e Timor Lorosae.
Daoust ha ma vezont distaget en un doare disheñvel ha daoust d'ar gerioù a orin izelvroek a gaver stank a-walc'h en indonezeg, ez eo chomet tost-tre d'an indonezeg dre vras betek ma'z eo luziet a-walc'h hag-eñ ez eus yezhoù disheñvel anezhe e gwirionez kentoc'h evit doareoù disheñvel un hevelep yezh voutin.
Hiziv e vez skrivet ar malayeg gant al lizherenneg latin peurliesañ, met gwechall e veze implijet kentoc'h un doare lizherenneg arabek anvet jawiek (jawi).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Malayeg, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.