Dek Gourc'hemenn

An Dek Gourc'hemenn (hebraeg עֲשֶׂרֶת הַדִּבְּרוֹת , asereth ha-dibroth, an Dek Komz) zo ul listennad urzhioù a zo e Testamant Kozh ar Bibl, levr nevet ar Yuzevien hag ar Gristenien.

Dek Gourc'hemenn
Moizez hag an Dek Gourc'hemenn
Rembrandt van Rijn, 1659

Gourc'hemennoù Doue a reer anezho ivez er skridoù brezhonek.

Listenn an Dek Gourc'hemenn

Er Bibl

Setu amañ ur berradur eus an dek gourc'hemenn evel m'emaint er Bibl (Ermaeziadeg XX,3-17 hag Adlezenn V,7-18),.
(Un droidigezh eeun diwar meur a yezh — war-bouez an henyezh orin — eo kement-mañ.)

1

Ne 'z po ket doueed all e-tal din

2

Ne ri skeudenn ebet
a-benn he azeuliñ hag he servijout

3

Ne doui ket anv da Zoue en aner

4

Dalc'h soñj eus devezh ar Sabad,
ma ne labouri ket

5

Enor da dad ha da vamm

6

Ne lazhi ket

7

Ne avoultri ket

8

Ne laeri ket

9

Ne ri falstesteni ebet
enep da nesañ

10

Na c'hoanti na ti na gwreg da nesañ,
na tra pe dra a zo dezhañ

El Levr a gelennadurez kristen

E brezhoneg e oa bet lakaet ar gourc'hemennoù-se e stumm divwerzennoù evit aesaat an deskiñ d'ar vugale a ranke gouzout anezho dre an eñvor evit gallout ober o fask kentañ.
El Levr a gelennadurez kristen (Kemper- Brest 1932), anezhañ ur c'hatekiz bihan, e kaver skrid ar gourc'hemennoù-se, pajenn 117.

1

Un doue hepken a adori
Ha dreist pep tra a gari.

2

Hep kaoz e anv ne doui ket
Nag ivez netra all ebet.

3

Miret a ri an holl sulioù
Gant euvroù mat ha pedennoù.

4

Da dad, da vamm, a enori
Ha da vuhez a astenni.

5

Ha mir ne lazhi den ebet
Nag a galon nag a efed.

6

Lubrik mir na vezi nepred
Dindan boan da vezaén daonet.

7

En em ziwall diouzh laeroñsi
Na domach da hentez ne ri.

8

Na gevier na falstesteni
Mir birviken ne liviri.

9

Madoù re all na zezir ket
evit o c'haout hep gwir ebet.

10

Na c'hoanta dre luksur pec'hiñ
Nag e soñj vil n'en em bliji.

  • Merzet e vo eo disheñvel urzh ar gourc'hemmennoù-se diouzh hini ar Bibl : ar pempvet a zo amañ eo ar c'hwec'hvet er Bibl, hag ar c'hwec'hvet ivez e kelc'hlizher ar pab Yann-Baol II Evangelium Vitæ, § 53.

Gourc'hemennoù an Iliz

Arabat eo droukveskañ gant Gourc'hemennoù an Iliz, a zo c'hwec'h anezho.

Pennadoù kar, a-bell pe a dost

Notennoù

Tags:

Dek Gourc'hemenn Listenn an Dek GourchemennDek Gourc'hemenn Gourchemennoù an IlizDek Gourc'hemenn Pennadoù kar, a-bell pe a dostDek Gourc'hemenn NotennoùDek Gourc'hemennBiblHebraegKristeniezhMenez SinaiMoizezTestamant KozhYuzevegezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Poyales del HoyoMandog ruzRoazhonYork (Pennsylvania)Cross Inn (su Ceredigion)Jacques CambrySvedenErwanNozvezh war ar Menez MoalKib vell-droad ar bed 1954LazioMoustoer-Logunec'hJean BazaineDolospingus fringilloidesBanziBukkakeKoemDegemerTi-TèJoanna HiffernanBeg ar vronnBerrepoz-ar-BlavezhBlogKerdizRy CooderAostriaDjouangegHañvegCintanoChuChu TVAerouantTesiaBoulvriagConsuelo Araújo NogueraAegotheles crinifronsBenac'hStrossburiGopr hollvedelEnergiezh nevezadusCúige UladhIstor an timbroùGreenpeaceBoudikaCoca-Cola2024Moudenn10 GouereXavier JossoGaspar Melchor de JovellanosKaezouregezhYouTubeFellasionCarles PuigdemontGwirArushaMaria Antonia an Div SikiliaPorthenysAngkor WatFleet Air ArmMonokiniSinaSivetEmflourañLatinGott mit unsAr Gozh-Korle🡆 More