Sulawesi

Sulawesi (anvet Celebes gwechall e yezhoù Europa) zo unan eus enezennoù brasañ Indonezia.

Emañ etre Borneo er c'hornôg, an inizi Maluku er reter hag inizi Timor ha Flores er su. An unnekvet enezenn vrasañ eo er bed, gant ur gorread a 174 600 km². Enni ez eus war-dro 15 milion a dud o chom ha rannet eo e c'hwec'h proviñs e-keñver melestradurezh.

Sulawesi
Pelec'h emañ Sulawesi en Indonezia
Sulawesi

Er c'hreisteiz emañ Makassar (anvet Ujung Pandang gwechall), kêr-benn an enezenn. Ur porzh bras e oa Makassar evit tud an Izelvroioù en amzer ma oa enezeg Indonezia en impalaeriezh trevadennel ar vro-se. Dre ar porzh-se e tremene spisoù an inizi Maluku a-raok bezañ kaset da Europa.

Ouzhpenn an tri c'hard eus annezidi Sulawesi zo muzulmiz. Kristenien zo ivez, e kornioù zo. Bougieg eo ar yezh a vez komzet ar muiañ met meur a yezh all eus ar memes kerentiad zo ivez.

War dachenn ar vevoniezh eo pinvidik-kenañ an enez, gant spesadoù plant ha loened eus tolead Aostralazia. Diwar ar 127 spesad bronneged a gaver e Sulawesi ez eus 79 na vezont kavet e lec'h all ebet er bed. Eizh park natur zo bet savet, en arvor dreist-holl.

Tags:

BorneoFlores (Indonezia)IndoneziaInizi MalukuTimor

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Sorbolo MezzaniVietnamegMerdeerJeko2024FellasionDraculaKarv sambarSri Jayawardenapura Kotte20 MaeAlberto DavidGolvan-aodDiredig SenegalRepublik Pobl SinaSan Mamés de CamposCinclosomaKib vell-droad ar bed 1954AntoninaGuizhouPlinkingSinaWilli GrafGott mit unsPinocchioAfrikaKastell DinedinFleet Air ArmBrazilCoca-ColaIsabel SarliDiego Velázquez de CuéllarISO 8601WikipediaPeter DruckerNozvezh war ar Menez Moal1923HañvegEmbregerezh korf arzel evit ar merc'hedKanti (rakger)Doare-sujañNintendo26 C'hwevrerKourzhMandragonDirkeVelibor VasovićMeliphacatorMara PatagoniaRy CooderChomlec’h IPChelidorhynx hypoxanthus2016ZoagliAntonio CanovaTi-TèChatniWikeriadurLima1589KenrouedadSoireDavid BeckhamArdorePigSan JoaquínMor LaptevVillasrubias2005🡆 More