Yoweri Kaguta Museveni zo ur politikour eus Ouganda ha prezidant ar vro abaoe 1986.
Graet en deus e studioù e Dar es Salaam (Tanzania) etre 1967 ha 1970. Stourmet en deus gant ar Frelimo er Mozambik ouzh ar Bortugiz ha desket evel-se teknikoù ar brezel. Tec'hel a reas kuit diouzh Ouganda e 1971 da heul taol-Stad Idi Amin Dada ha kavout repu e Tanzania. E 1980 e nac'has anzav disoc'h an dilennadegoù ha trec'h Milton Obote. Sevel a reas neuze e arme (ar Popular Resistance Army) ha stourm ouzh Obote betek an trec'h e 1986. D'ar 26 a viz Genver 1986 e voe roet ar garg a brezidant dezhañ. Trec'h e voe en dilennadegoù aozet e 1996 hag e 2001. E miz Gouere 2005 e cheñchas Bonreizh Ouganda evit gallout lakaat e anv en-dro en dilennadegoù. Gounit a reas anezhe e 2006 hag e 2011.
Addilennet eo da brezidant ar vro d'ar 16 a viz Genver 2021, met truch zo tamallet dezhañ gant e enebourien.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Yoweri Museveni, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.