Rusianeg

Ar rusianeg, pe ruseg, pe rouseg (ру́сский язы́к, rousski yezik) zo ur yezh eus skourr slavek ar reter e familh ar yezhoù indezeuropek. Er strollad-se emañ ivez an ukraineg hag ar belaruseg. Ouzhpenn 300 milion a rusegerien zo. Yezh ofisiel Kevread Rusia, Belarus, Kazakstan ha Kirgizstan eo, an tu kreñv a zo gantañ e rannvroioù 'zo eus Ukraina (pergen e Su hag e Reter ar vro hag er gêr-benn Kiev), e Moldova, Latvia, Estonia ha broioù all bet e-barzh an Unaniezh Soviedel. Yezh daremprediñ eo e-barzh Kenglad ar Stadoù Dizalc'h, hag ur statud a yezh ofisiel en deus ivez en Aozadur ar Broadoù Unanet.

Rusianeg
(русский язык)
Ar bed rusianek
MM Ofisiel   MM Stank
Perzhioù
Komzet e : Rusia ha meur a vro all
Rannved : Europa ar reter hag Azia
Komzet gant : 260 milion
Renkadur : 4-7
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Rusianeg Rusia
Banniel Belarus Belarus
Banniel Kazakstan Kazakstan
Banniel Kirgizstan Kirgizstan
Banniel Aozadur ar Broadoù Unanet Aozadur ar Broadoù Unanet
Akademiezh : Росси́йская Акаде́мия Нау́к
Urzh ar gerioù : SVO
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ru
ISO 639-2 rus
ISO 639-3 rus
Kod SIL RUS
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Reoliet eo gant Росси́йская Акаде́мия Нау́к (Akademiezh skiantoù Rusia).

Ober a reer gant ul lizherenneg kirillek a 33 lizherenn evit skrivañ ar rusianeg. Dibar eo ar yezh evit meur a abeg. Daou fonem disheñvel a c'hall bezañ al lodenn vrasañ eus he c'hensonennoù : unan staonekaet (blot) hag egile drekstaonekaet (kalet). War lerc'h ar c'hensonennoù kalet emañ ar vogalennoù а, е (er gerioù estren), э, о, у, ы, ъ (doare skrivañ kozh) pe vogalenn ebet, ha war lerc'h ar c'hensonennoù blot emañ ar vogalennoù я, е, ё, и, ю, ь. Atav kalet eo ar c'hensonennoù ж, ш ha ц, atav blot eo ч ha щ. Ur yezh taol-mouezhiet eo ar rusianeg. Cheñch a ra distagadur ar vogalennoù n'int ket pouezet. Gallout a ra plas an taol-mouezh cheñch ster ar ger eta : da skouer замо́к (zamok, hag a dalv kement ha krogenn-alc'hwez) and за́мок (zamak, kastel).

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Sellit ouzh ar ger rusianeg er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù ha daveennoù

Tags:

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BlogDonamariaSpagnGwirCuevas de San MarcosFuente el Saz de JaramaHerlegon jave gwenn1923CahuillaGourenBenac'hTro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2018DandongProviñs PerugiaEnez Tristan (Antarktika)Diego Velázquez de Cuéllar20 MaeSri Jayawardenapura KotteUrzh ar Palmez akademekAnna AndersonCampephilus principalisLatinCiruelos de CerveraPod-mezennRy CooderGlenmorWiki Foundation2005MoliternoC'hoarioùHTMLBlev-gaolArushaVernate (Italia)Gourin (kumun)CresposPlinkingJinjebrDugelezh-veur FrankfurtDirkePornografiezhSivetSergei KorolyovHalinghenCervignano d'AddaIbiz duCrida a la Solidaritat en Defensa de la Llengua, la Cultura i la Nació CatalanesPtolemaios Iañ SôterGoogleEmflourañMelanippeEweegMandog ruzBurbureISO 4217Emsavadeg Ghetto WarszawaLuparaEnergiezh nevezadusBAR M1918LimaBrezhoneg TregerKrubuilh dispakHenri de Toulouse-Lautrec🡆 More