Ar rugbi zo anezhañ un hollad sportoù a-stroll gant daou skipailh c'hoarierien embreget war un dachenn gant ur vell.
Dont a ra orin ar sportoù-se eus doareoù da c'hoari mell-droad e skol Rugby e bro-Saoz da vare lodenn gentañ an XIXvet kantved.
Ar rugbi XV (en) rugby union hag ar rugbi XIII (en) rugby league a zo an daou sport pennañ er familh sportoù-se, an daou o vezañ c'hoariet gant ur vell viik ha war un dachenn c'heot an aliesañ. Dispartiet int sklaer dibaoe 1895.
Ar rugbi XII, ar rugbi 9 hag ar rugbi 7 (chifroù liammet gant an niver a c'hoarierien e pep skipailh war an dachenn) a zo kemmoù eus an daou sport pennañ.
Ar mini rugbi a zo c'hoazh ur c'hemm eus ar rugbi XV a vez c'hoariet gant 9 bugel bihan a-enep 9 all.
An touch rugbi, ar beach rugbi, ar tag rugbi a zo kemmoù siouloc'h hep douarañ.
Ar rugbi kador-ruilh pe quad rugbi a zo ur sport disheñvel-tre eus ar re all, bet ijinet e Kanada e 1977, meskaj deus ar rugbi XV, deus an Hoke poull-risklañ, hag deus ar basketball, krouet a ratoz evit tud ampechet eus an divc'har. Ar rugbi XIII kador ruilh a zo ur c'hemm all evit ar re ampechet.
E-touesk ar c'hoarioù mell all bet savet adalek un diazez boutin eus ar mell-droad ha levezonet gant ar rugbi e kaver :
Ar mell-droad gouezelek Imirt peile en iwerzhoneg, meskaj eus c'hoarioù mell hengounel eus Bro Iwerzhon.
Ar mell-droad Aostralia,hag ar c'hemmoù, ar Metro footy pe an Aussie rules nines
Ar mell-droad Amerika (en) football.
Ar mell-droad Kanada.
Ar Rugbi a voe krouet e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kêriadenn Rugby (Bro-Saoz) war tachenn ar skolaj pennañ. Hervez ar vojenn, e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kreiz 1823, William Webb Ellis (poltred), ur skolajiad eus ar Rugby school, a zougas ar vell en e zaouarn evit pladañ anezhi a dreñv linenn ar pal. Lakaet e voe reolennoù evit ar wech kentañ e 1846 gant ar skolajidi, ha gwellaet e voent an 8 a viz Kerzu 1863, e Cambridge, gant studierien ar skol-veur, an holl diouto bet skolajidi e kêriadenn Rugby. Ar Rugby-Football a oa ganet. E 1871, evit diforc’hañ eus ar football e voe krouet ur c’hevread Rugbi : anvet e voe ar Rugby Football Union (RFU). E-pad ar bloavezh-se e voe graet ar c’hrogad ofisiel kentañ etre Bro-Saoz ha Bro-Skos. Erruout a reas ar rugbi e Bro-C’hall e fin ar bloavezhioù 1870, ar c’helc’h kentañ o vezañ An Havr Nevez. Tamm ha tamm, ar RFU a cheñchas ar reolennoù evit gwellaat ar c’hoari, e-giz dilammañ an taolioù dañjerus, lakaat an niver a c’hoarierien da dremen eus 20 da 15 e 1877, pe c’hoazh, ar gwir da ober pasoù gant an dorn e 1875.
Er bloavezhioù 1880, pa oa c'hoazh ar rugbi evit an dud a live uhel e krogas da ziorren ha d'en em zigeriñ evit ma c'hoarife an holl. E 1883 e voe krouet tournamant ar 4 broad o strollañ Bro-Saoz, Bro-Skos, Bro-Gembre hag Iwerzhon. Un nebeud bloavezhioù goude e voe ouzhpennet Bro-C’hall, hag Italia diwezhatoc'h c'hoazh, ken e teuas tournamant ar 5 broad da vezañ tournamant ar 6 broad.
Gant ur vell hirgelc’hiek e vez c’hoariet rugbi, war un dachenn tro-dro 100 metrad hirder ha 70 metrad ledander. Peulioù bras zo e pep penn anezhi.
Klask a reer lakaat palioù, da lavaret eo, pe pladañ ar volotenn a-dreñv al linenn pal, pe tennañ dreist d'ar varrenn etre ar peulioù, ar pezh a zo anvet un drop. Ur wech ma 'z eo pladet ar vell a-dreñv al linenn pal, 5 poent a zo merket ha ret eo tennañ gant ar vell rugbi dreist d'ar varrenn hag etre ar peulioù evit lakaat 2 boent ouzhpenn.
Gant Richard Lindon e voe graet an hini gentañ.
Bep pevar bloaz e vez c'hoariet Kib ar Bed. Aozet eo bet e 1987 evit ar wech kentañ e Zeland-Nevez hag en Aostralia war ar memes tro dindan anv ar "Webb Ellis Cup".
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Rugbi, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.