Pellgent

Ar Pellgent eo noz an Nedeleg, etre ar 24 hag ar 25 a viz Kerzu er broioù katolik hag anglikan da gentañ, bremañ e broioù ar C'hornôg dre vras.

Noz an Nedeleg a vez lavaret ivez.

Pellgent
Christmas Eve, ul livadur eus 1878 gant J. Hoover & Son.

En noz-se, hervez ar c'hiz kristen, e vez kanet noueloù, ez aer da oferenn hanternoz, hag e vez graet adkoan pe fiskoan nedeleg goude. Aozet e vez un "oferenn ar vugale" da 7 eur alies ivez. Lakaet e vez etev an Nedeleg en oaled, ur mell kef hag a zevo an noz-pad, hag adalek hanternoz e vez lakaet ar mabig Jezuz er c'hraou.

Deuet eo da vezañ ul gouel lik hiziv hon deiz, heuliet gant kalz familhoù er bed kornaouegel hag e lec'h all, en o zouez ar familhoù dibleustr pe digristen. Debret e vez fiskoan, ur goan vrasoc'h hag hiroc'h eget boaz ; lakaet e vez profoù e traoñ ar saprenn ; hag ar re a het un "Nedeleg Laouen" d'ar re all da hanternoz. E-pad vakañsoù an Nedeleg emañ ar gouel-se hag a vez gortozet gant ar vugale peogwir e vez dizoloet o frofoù ganto ar beure war-lerc'h, da zeiz an Nedeleg. Evit gwir eo d'an noz-se e tremen an tad Nedeleg dre ar siminal evit kas ar profoù d'ar vugale dre ar bed.

Hengoun an Iliz Ortodoks

D'an noz etre ar 24 hag ar 25 a viz Kerzu ivez e vez lidet noz ar Pellgent gant an Ortodoksed, met implijout a reont an deiziadur juluan, ar pezh a zo par d'ar 6 a viz Genver en hon deiziadur gregorian.

Kanoù Nedeleg

Kanet e vezont da noz ar Pellgent, relijiel pe awenet gant ar relijion kristen an aliesañ. Meur a gan a ra dave d'an noz-se, da skouer Nozvezh sioul, nozvezh kaer (Stille Nacht, heilige Nacht en alamaneg).

Ar Pellgent en istor

Treverzoù anofisiel a voe e-pad ar Brezel Bed Kentañ e noz ar Pellgent 1914 ha 1915 etre ar soudarded vreizhveuriat hag alaman. Kinklet e voe an trañcheoù, kanet e voe tonioù Nedeleg hag eskemmet e voe profigoù en No man's land. Kemeret e voe korfoù ar re nevez marvet evit bezañ douaret.

Lennegezh

  • Noz ar Pellgent, kontadenn gant Jakez Konan (Al Liamm, niverenn 65, Du-Kerzu 1957)

Tags:

Pellgent Hengoun an Iliz OrtodoksPellgent Kanoù NedelegPellgent Ar en istorPellgent LennegezhPellgent25 a viz KerzuAnglikanKatolikNedeleg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Maksim GorkiyTurniz-AndalouziaRoman PolanskiRevrfouzherezhFirst Family of the United StatesEcuadorReizhiad unanennoù etrebroadelGwaregataCalgaryMahomedAktourIgboegIvanka TrumpBiz (roud-avel)Ivon KrogISO 8601Deiziadur gregorianOsetia ar SuMain PageKunilingusAr SalTsahalWashington, D.C.Iwan CouéeMell-droadCroque-monsieurGouarnamantTunizKevelouri1937Noazhded en arzAna del CastilloAbrakadabraWikipediaCristiano RonaldoJekoMeziantOfiserien-Veur Dugelezh BreizhEst (Burkina Faso)Río San Pedro (Chihuahua)FourchesOblast (Rusia)N'eus ket eus arc'hoazhHTMLAn UhelgoadTonari no TotoroUTCKanariezWikiLeaksFiabe italianeDekiFellasionArteMuzelloù bihanTwitterSkritur tsalagiek🡆 More