Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel.
Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Herodian Kingdom of Judea |
Anv e yezh-vamm an den | ישוע |
Anv-bihan | Yeshua |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | King of Poland |
Deiziad ganedigezh | 5 BCE |
Birthday | talvoud dianav |
Lec'h ganedigezh | Bethlehem |
Deiziad ar marv | 7 Ebr 30 CE, 3 Ebr 33 CE |
Lec'h ar marv | Menez Kalvar |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | crucifixion |
Tad | Jozef, Doue an Tad, talvoud ebet |
Mamm | Mari |
Breur pe c'hoar | talvoud dianav, Jakez |
Pried | talvoud dianav |
Kompagnun(ez) | talvoud dianav |
Bugel | talvoud ebet |
Kar | Adam, Abraham, David, Desposyni |
Familh | Tiegezh santel, Davidic line |
Incarnation of | God the Son, Logos |
Yezh vamm | Galilean dialect |
Yezhoù komzet pe skrivet | Galilean dialect, Biblical Hebrew, Koine Greek, arameeg |
Kondaonet evit | sedition, blasphemy |
Penalty | Kastiz ar marv |
Tachenn labour | carpentry, Christian ministry |
Implijer | talvoud dianav |
Karg | profed |
Bet war ar studi e | talvoud dianav, talvoud ebet |
Annez ofisiel | neñv |
Lec'h annez | Nazaret, Kafarnaom, Galilea |
Lec'h labour | Galilea |
Lifestyle | asceticism, turning the other cheek, Golden Rule, Via, Veritas, Vita, Son of God |
Strollad etnek | Yuzevien |
Relijion | yuzevegezh |
Gouel | Nedeleg, Pask, Feasts of the Lord Jesus Christ |
Azeulet gant | kristeniezh |
Liv an daoulagad | talvoud dianav, gell |
Liv ar blev | talvoud dianav, blev du |
Rumm-gwad | AB |
Kleñved | wound, wound, wound, Resurrection of Jesus |
Last words | אבא, סלח להם, כי לא ידעו מה הם עשים, אמן אמר אני לך כי היום תהיה עמדי בגן עדן |
Had as last meal | bara, gwin, Gwinegr |
Oberenn heverk | miracles of Jesus, prayers of Jesus, parabolenn |
Luskad | apocalypticism |
Ezel eus | Trinded kristen |
Erlec'hiet gant | Simon of Cyrene |
Tachenn | parable |
Levezonet gant | Yann ar Badezour |
Darvoud-alc'hwez | Ginivelezh, Baptism of Jesus, Ministry of Jesus, Crucifixion of Jesus, Resurrection of Jesus |
Diskouez a ra | Christ |
Studiet gant | Christology |
Hashtag | christ |
Deskrivet dre | cultural depictions of Jesus, Holy Face of Jesus, Visions of Jesus and Mary, Shroud of Turin |
Dezverket dre | sinless |
Istor | historicity of Jesus |
Dedennet gant | God as king, charity, karantez, Feiz |
Manifestation of | dying-and-rising deity |
Source of income | charity |
Narrative role | tudenn-bennañ |
Manner of inhumane treatment | Skourjezañ |
Item disputed by | dizoueegezh |
Enebet ouzh | Antichrist |
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh | |
Istor ar Gristeniezh | |
An Dreinded | |
Ar Bibl | |
Doueoniezh kristen | |
Iliz Kentañ |
Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K., a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter, e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus.
Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.
Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat. Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.
Anavezet eo ul lodenn eus buhez Jezuz gant ar Pevar Aviel dreist-holl, a gont dre beder gwech e vuhez diwar zorn pevar skrivagner. Anavezet eo ivez un tammig dre ur skivagner yuzev, ha keodedour roman, Flavius Josephus, a gomz diwar e benn e rannbennadoù zo eus e oberenn. Diskred o deus tud 'zo war ar mammennoù-se rak n'int ket dielloù skiantel er ster ma roomp d'an anv-se hiziv an deiz. Donaet ez eus bet kenañ studi buhez istorel Jezuz abaoe kantvedoù ha kantvedoù gant nouspet enklaskerien diwar ar mammennoù-se. Dreist-holl abaoe daou gantved ez eo bet diorreet ar studi-se, ha tostaet ouzh mammennoù all war an holl dachennoù (tudoniezh, yuzeviezh, arkeologiezh hag all hag all)
Evit ar Gristenien n'eo ket bet faltaziet gwirvoud istorel Jezuz-Krist hag ar pezh zo kontet er Bibl. Sur int eta ez eus bet un den o vevañ en Israel dindan an anv Jezuz an Nazaredad, hag a zo diazezer ar relijion gristen.
Hervez ar relijion gristen ez eo Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, dibabet :
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Jezuz Nazaret, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.