Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den

Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den zo un disklêriadur degemeret gant Emvod-meur ar Broadoù Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948 e Pariz.

Gwirioù mab-den diazez a zo anavezet gantañ. John Peters Humphrey, Eleanor Roosevelt ha René Cassin a voe e bennoberourien.

Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den
Eleanor Roosevelt o tiskouez Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e spagnoleg.

Disklêriañ a ra an destenn-mañ gwirioù diazez an den, o anaoudegezh hag o douj gant al lezenn. N'eus redi gwirel ebet ennañ avat, n'eo nemet un embann gwirioù.

Koulskoude e voe degemeret gant 48 stad diwar 56. N'eus stad ebet he doa disklêriet e oa a-enep, hag eizh deusouto o doa abstenet. En o zouez Suafrika an apartheid a nac'has anavezout gwir ar c'hevatalder hep derc'hel kont eus ar ganidigezh pe ar ouenn. Arabia Saoudat a nagennas ar c'hevatalder etre paotred ha merc'hed. Absteniñ a reas Polonia, Tchekoslovakia, Yougoslavia ha Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Rusia, Ukraina, Belarus) ablamour ne oant ket a-du gant termenadur pennreolenn an hollvedelezh er mellad 2 dilinennad 1. Kavout a reer ivez stadoù Yemen ha Honduras.

Kavet e oa abeg en disklêriadur-mañ gant Jeane Kirkpatrick. Ur stourmerez amerikan evit ar gwirioù keodedel e oa. Diskuliañ a reas pilpouzerezh ar bolitikourien ha keñveriañ a reas disklêriadur hollvedell gwirioù-mab-den d'al lizher da zad Nedeleg.

Testennoù all evit klokaat anezhañ

Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den ne dalv redi ebet. Fellet eo bet da emvod-meur an ABU eta sevel ur Garta ar gwirioù mab-den a vije redius. Krouet e oa ur bobad ar gwirioù mab-den evit skrivañ homañ, da vare ar brezel yen. Div destenn a zeuas war-wel : ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù armerzhel, sokial ha sevenadurel hag ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù keodedel ha politikel.

60vet deiz-ha-bloaz e 2008

Da geñver 60vet deiz-ha-bloaz an disklêriadur e oa bet divizet gant stadoù european zo oberiañ ur pezh 2 euro.

Un eilad eus an disklêriadur a oa bet kaset d'an Egorlec'h Etrebroadel d'an 14 a viz Du 2008, en Arnodva European Columbus.

Gwelet ivez

  • Gwirioù mab-den
  • Kenemglev-stern european gwirioù mab-den
  • Kuzul gwirioù mab-den ar Broadoù-Unanet
  • Burev Penngomiser ar Broadoù-Unanet evit gwirioù mab-den

Daveoù

Liammoù diavaez

Tags:

Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den Testennoù all evit klokaat anezhañDisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den 60vet deiz-ha-bloaz e 2008Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den Gwelet ivezDisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den DaveoùDisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den Liammoù diavaezDisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den10 a viz Kerzu1948Broadoù UnanetEleanor RooseveltGwirioù mab-denPariz

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Arc'hantGravitadurSydneyAzeriNoazhded en arzNKaboulWikiarroudMarc'h PrzewalskiBrezel yenEmflourañGilberto GilLeptis MagnaLizherenneg arabekIodOuigouregStadoù ar PabArzFSBBarAr MañsOblast PskovBloavezhioù 190TrakiaReading (Berkshire)AtenMeurgêr TorinoAleksei NavalnyPrusiaBronnDiada de Sant JordiSpesadPekariAbruzzoYec'hedKlez BrandarConnecticutWikimediaJonathan BanksKiBeauceZapotekeg ZanizaDidone abbandonata (Albinoni)TreuzreizhelezhISO 8601Beltram GwesklinWikipedia e brezhonegJord a LyddaJulieReizhiad korvoiñ1984Google (lusker enklask)Derez CelsiusImpalaeriezh roman ar ReterKleñvedAleksandra KostenyoukLionel MessiBeylikKorleMoskovMarksouriezh-leninouriezhKaoru Yachigusa16 a viz KerzuBack to the FutureAaron PhypersGwilioud1986MerdeerIranJaned ArkJakamar1866🡆 More