Tiegezh

E kevredigezh Mab-Den, an tiegezh pe ar familh (eus al Latin: familia) zo un ensavadur war un dro sokial, gwirel hag ekonomikel a gaver dindan stummoù disheñvel en holl gevredigezhioù, hervez an antropologour Claude Levi-Strauss.

An tiegezh zo ur strollad sokial a vod tud zo liammet etrezo dre ar gwad pe dre liammoù kerentiezh sevenadurel. Er pep brasañ eus ar c'hevredigezhioù ez eo an ensavadur pennañ a dalvez da zesevel ha da sokialaat ar vugale. Un tiegezh, ennañ an tad, ar vamm, hag o bugale, a vez graet tiegezh nukleel anezhañ. Gallout a ra bezañ enebet ouzh an tiegezh ledan.

An tiegezhioù, en hor c'hevredigezh dreist-holl, o deus ur bersonelezh lezennel, un anv, ul lec'h annez hag ur glad. Krouiñ a reont etre o izili ur redi lezennel ha sevenadurel a gengred buhezegezhel ha danvezel, sañset o gwareziñ hag harpañ o diorroadur sokial, korfel ha santadurel.

An tiegezhioù, evel unanennoù sokializadur hag ensavadur diazez eus ar gevredigezh, zo un danvez studi evit sokiologourien an tiegezhioù. Ar c'henealogiezh eo studi an tiegezhioù, eus o lignezioù hag o istor. En Etologiezh pe e studi al loened, ez eur en em rentet kont ez eus strolladoù e kalz spesadoù zo damheñvel ouzh an tiegezhioù eus hor c'hevredigezh.

Tud an tiegezh

Kentañ derez a gerentiezh

En tiegezh gwelet adal an derez kentañ a gerentiezh emañ

An tiegezh ledan

Meur a zerez all zo :

  • an diskennidi : ar mibien-vihan hag ar merc'hed-bihan, hag o bugale; ;
  • an diagentidi : tadoù-kozh ha mammoù-kozh;
  • an dud nes : an deuñv hag c'houhez ;
  • diagentidi nes: tadoù-kaer ha mammoù-kaer, eontred ha moerebed,
  • diskennidi-kar : mab-kaer ha merc'h-kaer, kendirvi ha kenitervezed

Notennoù

Tags:

Tiegezh Tud an tiegezhTiegezh NotennoùTiegezhAntropologiezhBugelLatinMammTad

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Listenn glok kodoù ISO 639-19 MaeTeletubbiesHudellouriezh an treidUnaniezh ar Republikoù Sokialour SoviedelKorriganJosé Raúl CapablancaBakteriOmanSuamerikaNikki FritzNorzhamerikaProviñsoù ha tiriadoù KanadaMonokiniAchille DevériaMirdi ar Ragistor KarnagXhosaegKunmingTrenkenn ribonukleekDispac'h GallOrson WellesKakapoKrampouezhSmith & WessonElvis PresleyLoarOberiadur brezel BarbarossaHumza YousafRepublik Pobl SinaOdisha28 MaeTroad komitativelGoularz1944ItaliaSikist Tien ShanKerneBevoniezhPoul AndersonYHWHNapoliPaul AvrilViktor OrbánDispac'h GreantelFAB-9000Istor1945C'hoarioùYezhoù semitek13 GenverBro-C'hallAnuraQuod erat demonstrandumGoogle2010Emgleo BreizSpeg marellekParizPañvrid-ar-BeskontSikiliaAgnetha Fältskog16 MeurzhReinhard HeydrichEnez Ozhac'hGlaouer (evn)Gabriele FalloppioHolloueziadurBrezel YenSinn Féin🡆 More